Brock James

Eus Wikipedia

Brock James a zo ur rugbier aostralian ganet d'an 22 a viz Here 1981 e stad Victoria. C'hoari a ra evel niverenn dek ASM Clermont Auvergne abaoe 2006.

Brock James, ganet e Aostralia, en deus kroget evel rugbier a-vicher er c'hampionad zelandneveziat gant skipailh Taranaki peogwir n'oa ket bet roet dezhañ ur chañs en e vro. Goude krogadoù mat eo bet kinniget dezhañ e 2004 gant skipailh Wellington c'hoari evitañ er Super 14. Abalamour da reolennoù ar c'hevread zelandneveziat eo bet difennet dezhañ ober-se ha ret eo bet dezhañ treuziñ mor Tasman c'hoazh ha dont-en dro da Aostralia evit sinañ gant ar Queensland Reds evit c'hoari el live-se. Goude ur bloaz eo aet James da Berth evit kemer perzh er Western Force, ur skipailh nevez-savet.

Evel joker eo erruet "Brockie" e ASM Clermont Auvergne e-pad an hañv 2006 goude bezañ bet e darempred gant gourdoner nevez ar skipailh -Vern Cotter- a zeue eus Super 14 ivez. Gant Pierre Mignoni evel niverenn nav en deus stummet Brock James buan-tre unan eus koubl gwellañ e istor ar c'hlub. Efedus-tre e oant an eil gant egile hag ouzhpenn-se en deus diskouezet James e oa un niverenn dek dispar, gant ur resisted zigredus (82,5% e 2008-2009). An difor a ra James war an dachenn ivez en ur zont a-benn jestroù pouezus-tre a-drugarez d'e deknik, evel un drop e hanter-gourfenn Top 14 2010 pe un esa e gourfenn Challenge Cup 2009.

E 2009-2010 en deus kroget ar bloaz gant ur c'hoarier nevez en e gichen, Morgan Parra, goude disparti Pierre Mignoni. Lakaet eo bet diaes Brock James e miz Ebrel gant e grogad e Dulenn: skarzhet e oa Clermont eus kib Europa goude en deus c'hwitet meur a gistiz. Morgan Parra en deus roet dezhañ e sikour war-lerc'h-se en ur dennañ anezho a-wechoù hag aet eo o c'henstroll war efedusaat betek fin ar bloaz. Dieupoc'h e oa James war an dachenn ha evel-se en deus c'hoariet krogadoù dreist e-pad ar play-off. E-pad ar gourfenn eo bet marteze c'hoarier gwellañ ar skipailh en ur vezañ a bouez bras gant e redadeg a-raok esa Napolioni Nalaga.

Goude pevar bloaz e Clermont en deus c'hoariet Brock James pemp gourfenn gant ASM. Div wech eo aet ar maout gantañ: evit an European Challenge Cup e 2007 hag an Top 14 e 2010. Ouzhpenn-se en deus gounezet teir gwech titl paler gwellañ ar c'hampionad gant 377 poent e 2007, 303 poent e 2008 ha 324 poent e 2009. Trec'het en deus ivez ur rekord en ur zont a-benn 41 tenn lerc'h-ouzh-lerc'h e-pad ar goañv e 2008. Roll Brock James zo bet pouezus-tre e-pad ar pevar bloaz-se betek trec'h kentañ Clermont e kampionad Frañs, un disoc'h istorel a roio sur a-walc'h d'an Aostralian ur plas e pantheon ASM.


Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2002-2004. Taranaki RFU
  • 2004-2005. Queensland Reds
  • 2005-2006. Western Force
  • 2006-2011. ASM Clermont Auvergne

Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • European Challenge Cup 2007
  • Kampionad Frañs 2010
  • gourfennad Kampionad Frañs 2007, 2008 ha 2009