Broc'h-fured Myanmar
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur broc'h-fured Myanmar plouzet
Data deficient (DD)
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Genad : | Melogale | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Melogale personata I. Geoffroy Saint-Hilaire, 1831 |
|||||
|
|||||
Broc'h-fured Myanmar (Melogale personata) a zo ur bronneg bihan eus kerentiad ar mustelideged hag a vev e gevred Azia (reter Nepal hag India, Myanmar, Thailand, Vietnam, Laos, Kambodia ha proviñs Guangdong e Sina). Bevañ a ra er pradennoù hag er c'hoadegoù dreist-holl.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Unan eus ar pevar spesad a ya d'ober ar genad Melogale eo broc'h-fured Myanmar. An holl anezho a zo tost-tre an eil ouzh egile hag an diforc'hioù pennañ etrezo a sell eus ar roudennoù gwenn war o fenn hag o c'hein.
Er c'hontrol d'ar spesadoù broc'hed all o deus ur c'horf hir ha moan gant pavioù berr. Hir ha begek eo o moj, hag o dremm n'eo ket ken ledan ha hini ar broc'hed arall. Hir ha blevek eo o lost hag o favioù dambalvezek. Ober a reont gant o skilfoù kreñv evit kleuziañ. Muzuliañ a reont 33-44 cm (15 - 23 cm evit al lost) evit 1 - 2 kg.
Gris pe gris-du eo o blevenn gant roudennoù du ha gwenn war ar penn. Ur roudenn wenn ledan a red a-hed o c'hein betek penn o lost. Gwenn eo o gouzoug, o min ha kostezioù o fenn.
Emzalc'h [kemmañ]
Un aneval-noz eo broc'h-fured Myanmar. En em vagañ a ra diwar amprevaned ha plant.
Rummatadur [kemmañ]
Daou isspesad a zo:
- Melogale personata laotum: Thailand ha Laos
- Melogale personata personata