Broc'h-fured Java
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Data deficient (DD)
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Genad : | Melogale | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Melogale orientalis Blanford, 1888 |
|||||
|
|||||
Broc'h-fured Java (Melogale orientalis) a zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged ha na vev nemet en enez Java en Indonezia. Tost-tre eo dre e feson ouzh broc'h-fured Myanmar hag e-pad pell eo bet rummataet evel un isspesad anezhañ. Muzuliañ a ra etre 33 ha 44 cm ha pouezañ a ra etre 1 ha 2 kg.
Isspesadoù [kemmañ]
Daou isspesad a zo:
- M. o. orientalis e reter Java
- M. o. sundaicus e kornôg Java