Briseis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Briseis ha Foeniks, kiliks attek dremmoù ruz, war-dro 490 kent JK, mirdi al Louvre (G 152).
Fulor Akilles (pa voe tennet briseis digantañ). Livadur gant David.

Briseis (Βρισηΐς / Brisêís e gregach) a oa ur plac'h yaouank eus Troia, genidik eus kêr Lirnessos. He zad Briseos a oa beleg Apollon.

Hec'h anv[kemmañ]

Hippodameia (Ἱπποδάμεια / Hippodámeia) e oa he gwir anv, « Briseis » a dalveze kement ha « merc'h Briseos ».

Ar vojenn[kemmañ]

Skrapet e voe Briseis gant Akilles, e-pad brezel Troia, goude dezhañ lazhañ he zri breur hag he fried, Mines, a oa roue Lirnessos.
Kaset e voe gant Akilles evel sklavez. E brizoniadez a rankas reiñ da Agamemnon avat, en desped dezhañ , ma nac'has neuze mont d'an emgann. Pa voe lazhet Patrokles ez eas Akilles d'an emgann adarre gant Agamemnon, ma voe daskoret e sklavez dezhañ.

En Ilias e oa prizoniadez Akilles, profet dezhañ gant arme an Arkeaned. Eñ a gar anezhi, hag a lavar ez eo o darempred evel hini un ozhac'h gant e wreg. Se zo kaoz n'eo ket evit gouzañv ar soñj e kouskfe Agamemnon ganti.
Pa echuo an tabut etre an daou vrezelour e touo Agamemnon n'eo ket bet Briseis o kousket gantañ biskoazh.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.