Bridge (poltreder)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bridge Lumix DMC-FZ50 ha Sony DSC-H7

Ar Bridge a zo ur poltreder a renker etre ar c'hompact hag ar refleks. Tenn a ra kalz d'ar refleks a fed tres diavaez, met tostoc'h eo deus ar c'hompact pa seller e diabarzh ar voest

Ar zoom a vez bras a-walc'h warno peurvuiañ, bizet e vez evel war ur refleks pe dre ar skramm a zo a-dreñv ar benveg. An difoc'h bras a zo etre ar bridge hag ar refleks a zo an doare da gas ar skeudenn: war ur refleks e buker dre ur melezour pe ur prism o adkas ar wirionez, war ur bridge avat e weler atav dre ur skramm. ouzhpenn-se, n'eus ket tu da cheñch ar ferennegoù war ur bridge.

E penn kentañ 2008 e kaver potrejerioù bridge etre 6 Mpx ha 12 Mpx (megapixel), gant ur zoom etre x6 ha x18. Gwerzet e vezont d'ur priz izeloc'h eget ar refleks, ret eo gouzout memestra n'eo ket ken koulz ferennegoù ar binviji-se gant re ar refleks.