Breuriez Veur ar Brezoneg

Eus Wikipedia

E 1912, Charles Le Goffic a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh (1912) a c'houlennas digant Émile Ernault ha Frañsez Vallée reiñ harp dezhañ da sevel un akademiezh vrezhonek a vije ur skourr anezhañ. Hag an daou yezhour, o doa labouret start dija da sevel "Emglev ar skrivagnerien", da asantiñ.

Mennad Ar Govig ne deuas ket da vat, hogen Ernault ha Vallée a gendalc'has gant mennad an akademiezh, dindan anv "Breuriezh Veur ar Brezhoneg". Anavezet e voe a-berzh-Stad e 1922.
Ar Vreuriezh a zibabas evit embann he c'hemennadurioù, ar gelaouenn "Buhez Breiz" da gentañ, ha goude "Kornboud", stagadenn "Feiz ha Breiz". Lakaat a reas moulañ ur rummad levrioùigoù anvet "Alioù Breuriezh Veur ar Brezhoneg d'ar Skrivagnerien". Dindan he maeroniezh e voe embannet "Geriadurig Brezhonek-Gallek" Ernault (1927) ha "Geriadur Bras Gallek Brezhonek" Vallée (1931). Bodadegoù niverus a veze graet e ti Vallée e Sant-Brieg. Ne gemere perzh enno, avat, peurliesañ, nemet pevar den : Ernault, Vallée, Meven Mordiern hag Abeozen. Lizheroù a veze eskemmet etre Vallée ha tud all.

E 1938 e voe anvet Roparz Hemon da sekretour ha kaier an dielloù a voe fiziet ennañ.

Reoliadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri bloaz) ; pevar isrener d'ar muiañ ; ur sekretour ; un diellour-levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet. Adizili a veze dilennet gant ar Vreuriezh, gant mouezhioù-kuzuliañ hepken er bodadennoù hag er strolladoù-studi.

Labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Labourat a reas ar Vreuriezh, gant nebeut a arc'hant, da sevel ul levraoueg, da sevel kenstrivadegoù, da brientiñ embannadurioù, da "astenn anaoudegezh ar brezhoneg ha da wellaat e lennegezh" ha da "skoaziañ an oberoù breizhek dellezekañ". Galleg ha brezhoneg a oa er bodadennoù.

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll izili ar Vreuriezh e 1935

E 1938, goude marv Ernault, e voe anvet Vallée da rener, ha Roparz Hemon da sekretour. An enskrivadur diwezhañ war ar c'haier-se, a voe graet d'ar 14 a viz Genver 1939, da lavarout eo e oa tost ar brezel : ne zreistvevas ket ar Vreuriezh d'an darvoud-se. Daou vloaz goude e vo sinet Emglev miz Gouere 1941 war atiz Roparz Hemon e-unan, tra ma oa klañv Vallée.

"War-raok bepred, a-stroll, gant reizh 'vit mad an holl" e oa lavar-stur ar Vreuriezh Veur.