Breogán

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Breogán, e-kichen Tour Herkules en A Coruña.

Breogán (Breogán e galizeg hag e spagnoleg) a oa ur roue kelt e mojennoù Galiza. Kalz istorioù a gonter diwar e benn, ha sellet a reer outañ evel "tad pobl Galiza".

Hervez a lenner el Lebor Gabála Érenn ("Levr an Aloubadegoù"), ul levr savet en Iwerzhon en XIvet kantved, ma konter aloubadegoù Iwerzhon en amzer dremenet, e oa bet savet gant ar roue Breogán ur gêr anvet Brigantium (Betanzos hiziv). Er gêr-se e oa bet savet gantañ un tour ken uhel, ma veze gwelet diouzh al lein anezhañ douaroù en tu all d'ar mor. Mibien Breogán, Ith ha Bile, a welas eus beg an tour un enezenn c'hlas, pell en donvor, hag a yeas daveti. Evel-se e voent kaset da Iwerzhon el lec'h ma voe lazhet Ith gant annezidi an enezenn. Diwezhatoc'h ez eas mab Ith, Míl Espáine, da Iwerzhon d'e dro da zialañ e dad marv hag aloubet e voe ar vro-se gantañ.

En XIXvet kantved e voe brudet ha studiet ar mojennoù-se gant istorourien eus Galiza. Hervezo ez eo an tour savet gant Breogán an hevelep ha Tour Herkules en A Coruña. Un delwenn zo bet savet d'ar roue kozh e-kichen Tour Herkules.

Levrlennadur[kemmañ]

  • D'Arbois de Jubainville, H. «Le cycle mythologique irlandais et la mythologie celtique» (Paris, 1884).
  • Sainero, R. «La huella celta en España e Irlanda» (Madrid, 1987).
  • Renales, J. «Celtismo y Literatura gallega. La obra de Benito Vicetto y su entorno literario». (2 levrenn, Santiago, 1996).

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.