Breizh hag ar broioù keltiek er bannoù-treset

Eus Wikipedia

Kalzik bannoù-treset o deus Breizh pe ur vro geltiek bennak evel danvez pe leurenn. Setu amañ un toullad anezho.

Levrioù evit ar vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alan gant Lindier, embannet gant Jos Le Doaré e 2000.
  • Un darn eus istorioù Vick ha Vicky a c'hoarvez e Breizh. En o-zouez :
• Levrenn 3 : Les Disparus de l'Île aux Moines, Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 1997 (ISBN 2-9507164-4-X).
Bet troet e brezhoneg gant Jil Penneg.
• Levrenn 5 : Les Archanges du Mont-Saint-Michel – T.1 "Le Testament", Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 1999 (ISBN 978-2-9507164-7-7)
• Levrenn 6 : Les Archanges du Mont-Saint-Michel – T.2 "La Malédiction", Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 2000 (ISBN 978-2-9507164-8-4).
• Levrenn 8 : Les Sorcières de Brocéliande – 1ère partie : La Légende, Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 2002 (ISBN 2-914721-01-3.
Bet troet e brezhoneg gant Jil Penneg.
• Levrenn 9 : Les Sorcières de Brocéliande – 2ème partie : La Révélation, Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 2003 (ISBN 2-914721-03-X).
Bet troet e brezhoneg gant Jil Penneg.
• Levrenn 10 : Les Sorcières de Brocéliande – 3ème partie : À la Recherche du Graal, Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 2004 (ISBN 2-914721-06-4). ::Bet troet e brezhoneg gant Jil Penneg.
• Levrenn 13 : Le Fantôme de Fort-la-Latte, Bruno Bertin, Embannadurioù P'tit Louis, 2007 (ISBN 978-2-914721-31-8)
• Levrenn 15 : Complot au Château du Taureau, Embannadurioù P'tit Louis, (ISBN 978-2-914721-39-4) (Here 2009)
  • Er rummad Les aventures d'Oscar Hamel et Isidore : Le mystère de Ker-Polik gant Frédéric-Antoine Breysse, bet embannet gant Éditions Triomphe e 1999, ISBN 2-84378-062-4, goude bezañ bet embannet er gelaouenn Coeurs Vaillants e 1951.
  • Bécassine.
  • Levrennoù troioù-kaer Marion Duval, embannet gant Bayard a c'hoarvez e Breizh :

• Levrenn 6 : Le Manuscrit de Saint-Roch, istor ha tresañ gant Yvan Pommaux, embannet e 1988 en dastumad Astrapi, ISBN 2-227-71504-9. • Levrenn 7: L'homme aux mouettes, istor ha tresañ gant Yvan Pommaux, embannet e Genver 1993 en dastumad Astrapi, ISBN 2-700-94083-0. • Levrenn 18 : Les disparues d'Ouessant, istor gant Philippe Poiier, tresañ gant Louis Alloing, embannet e Genver 2009 en dastumad Bayard BD, ISBN 978-2-7470-2764-9.

Rummadoù stag ouzh Mojenn Arzhur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellout ouzh ar pennad Rummadoù bannoù-treset stag ouzh ar Vojenn Arzhuriek.

Levrioù awenet gant mojenn Kêr-Is[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ar pennad Mojenn Kêr-Is er bannoù-treset.

Levrioù all awenet gant mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Quand souffle le Vent des Îles, hervez un oberenn gant Anatol ar Braz, testenn gant François Debois, tresañ gant Serge Fino, embannet gant Soleil en dastumad Celtic e 2010.
  • Le Sang de la Sirène, hervez un oberenn gant Anatol ar Braz, testenn gant François Debois, tresañ gant Sandro, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2007.

Rummad Les Contes du Korrigan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo bet al levr-mañ e brezhoneg gant Luc Chauveau hag embannet gant Soleil en dastumad "Keltiek" e 2004 : Marvailhoù ar C'horrigan, Levr Kentañ : An Teñzorioù Kuzh.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Second : Les mille Visages du Diable gant Erwan Le Breton, François Debois, Ronan Le Breton, Jean-Luc Istin, Frédéric Gaéta, Guy Michel ha Guillaume Lapeyre ; Soleil, 2003.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Troisième : Les Fleurs d'écume gant Jean-Luc Istin, Erwan Le Breton, Ronan Le Breton, Frédéric Peynet, Guy Michel, ha Jean-François Miniac ; Soleil, 2003.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Quatrième : La Pierre de Justice gant Erwan Le Breton, Ronan Le Breton, Mika, Guy Michel, François Gomes ha Serge Fino ; Soleil, dastumad Celtic, 2004.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Cinquième  : L'Île d'Emeraude gant Erwan Le Breton, Ronan Le Breton, François Gomes, Stéphane Bileau, Jean-Marie Minguez ha Serge Fino ; Soleil, dastumad Celtic, 2004.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Sixième : Au Pays des Highlands gant Erwan Le Breton, Ronan Le Breton, François Gomes, Xavier Fourquemin ha Christophe Babonneau ; Soleil, dastumad Celtic, 2005.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Septième : L'Assemblée des bardes gant Ronan Le Breton, Erwan Le Breton, Christophe Lacroix, François Gomes, Guy Michel, Stevan Roudaut ha Sandro ; Soleil, dastumad Celtic, 2006.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Huitième : Les Noces féériques gant Erwan Le Breton, Jean-Luc Istin, Ronan Le Breton, François Gomes, Stéphane Bileau, Christophe Babonneau, ha Dub ; Soleil, dastumad Celtic, 2006.
  • Le Contes du Korrigan – Livre Neuvième : La Colline d'Ahna gant Ronan Le Breton, Thomas Mosdi, Alberto Jiménez Albuquerque, Stéphane Créty, hag H.Tonton ; Soleil, dastumad Celtic, 2008.
  • Les Contes du Korrigan – Livre Dixième : L'Ermite de Haute Folie gant Ronan Le Breton, Stéphane Créty, Vincent Cifuentes, Dim.D ha Jean-Paul Bordier ; dastumad Celtic ; Soleil, 2009.

Rummad Larmes de Fées[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.

  • Livre premier : La Mélopée des Abers, istor gant François Debois, tresañ gant Mika, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2006.
  • Livre second : La Complainte des Moriganes, istor gant François Debois, tresañ gant Aja, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2008.

Rummad Les Contes de Brocéliande[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.

  • Livre Premier : La Dryade, gant Nicolas Jarry, François Debois, Guillaume Lapeyre, Marc-Antoine Boidin ha Stéphane Bileau, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2004.
  • Livre Second : Polbik le Korrigan, gant François Dubois, Alexis Sentenac, Guy Michel, Ludovic Souillard,Mika ha Javier Sicilia, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2005.
  • Livre Troisième : Les Dames de Brocéliande, gant Jean-Luc Istin, Nicolas Jarry, Jean-Charles Gaudin, Xavier Fourquemin, Eric Lambert ha Dim-D, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2005.
  • Livre Quatrième : Du Rififi en Bretagne, gant Philippe Chanoinat, Phil Castaza, Dépé ha Christophe Babonneau, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2006.

Rummad Les Contes de l'Ankou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.
Awenet, hervez ar pezh a lenner e penn-kentañ pep levrenn, gant oberenn Anatol ar Braz.

  • Levrenn 1 : Hantise, gant Jean-Luc Istin, Ronan le Breton, Guillaume Soprel, Franck Pou ha Gwendal, embannet gant Soleil e 2003.
  • Levrenn 2 : Qui est mon père ?, gant Jean-Luc Istin, Erwan Le Breton, Eric Liberge, François Debois, Guillaume Sorel, Bruno Tatti ha Gwendal, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2005.
  • Levrenn 3 : Au Royaume des Morts., gant Jean-Luc Istin, Henri Fabuel, Laurent Paturaud, Jacques Lamontagne, Olivier Ledroit ha Gwendal Lemercier, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2007.

Rummad Triskell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.

  • Levrenn 1 : La Marque de L'Entre-Monde, gant Audrey Alwett ha Rémi Torregrossa, embannet gant Soleil e 2010.
  • Levrenn 2 : La Cité des vents, gant Audrey Alwett ha Rémi Torregrossa, embannet gant Soleil, dastumad Celtic, 2011.

Rummad La légende de la Mort[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.
Hervez oberenn Anatol ar Braz.

  • Levrenn 1, azasadur ha tresañ gant Christophe Babonneau, embannet en dastumad Celtic e 2007.
  • Levrenn 2, azasadur ha tresañ gant Christophe Babonneau, embannet en dastumad Celtic e 2009.
  • Levrenn 3, azasadur ha tresañ gant Christophe Babonneau, embannet en dastumad Celtic e 2011.

Rummad Biguden[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Levrenn 1 : L'Ankou, istor ha tresañ gant Stan Silas, embannet gant EP e 2014.
Diaes da renkañ rak mard eo faltaziek e c'hoarvez er bed a-vremañ, en un tu bennak kostez ar Vro-Vigoudenn. E-touez an tudennoù pouezusañ e kaver daou vugel, Goulwen hag Biguden, ur japanadez vihan.

Rummad Tir Nan Og[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Fabrice Colin, tresañ gant Elvire De Cock. embannet gant Les Humanoïdes Associés.

  • Levrenn 1 : L'Exode, 2006.
  • Levrenn 2 : L'Héritage, 2008.

Rummad Stonehenge[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.

Diaes eo renkañ an istor-mañ rak daveoù istorel resis a gaver ennañ (troiad Germain a Auxerre en Enez Vreizh e 446 evit stourm ouzh mennozhioù Pelagius) kenkoulz ha dave da gredennoù ar Gelted kozh.

Rummad L'auberge du bout du monde[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Casterman.
C'hoarvezout e ra an traoù en ur Vreizh vojennel e 1884. Savet eo bet an istor gant Tiburce Oger. An tresañ zo gant Patrick Prugne.
Teir levrenn zo bet embannet :

  • La fille sur la falaise e 2004 ;
  • Des pas sur le sable e 2006 ;
  • Les remords de l'aube e 2007.

Bodet int bet en ul levr a vent vihan e 2008, hag a-nevez e 2014 en ul levr brasoc'h e vent ; ISBN 978-2-203-01799-3.

Rummad Sant Kilda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Emmanuel Proust Editions (EP), dastumad Atmosphères
Istor gant Pascal Bertho. Tresañ gant Chandre. Evit gouzout hiroc'h diwar-benn Enezeg Sant Kilda : gwelit Hiort.

Rummad Les enfants de la nuit / Les Buggels noz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Casterman.
Souezhus un tamm eo an istor : ur brezel a zo o ren bremañ etre Bugelien noz an daou du eus mor Breizh hag un enebour kevrinus hag e armeadoù. Fent, kammmamzeriadoù ha nebeut a zoujañs evit reizhskivadur ar gerioù brezhoneg a gaver.

  • Levrenn 1 : Le Bois des Maîtres, istor gant Alan Simon, tresañ gant Jean-Marie Michaud, livioù gant Sophie Michaud ; embannet e 2013 ; ISBN 978-2-203-05828-6.
  • Levrenn 2 : La Guerre des Noz, istor gant Alan Simon, tresañ gant Jean-Marie Michaud, livioù gant Sophie Michaud ; embannet e 2014 ; ISBN 978-2-203-07489-7.
  • Levrenn 3 : L'Empire du Masque, istor gant Alan Simon, tresañ gant Jean-Marie Michaud, livioù gant Sophie Michaud ; embannet e 2015 ; ISBN 978-2-203-09639-4.

Levrioù pe awenet gant an istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelted kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad Keltos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Delcourt.
A-zivout ar gadourien a dreuzas Bro-Hellas war dro ar bloavezh 279 kent J-K.

  • Levrenn 1 : Le Corbeau des Batailles, gant Jean-Pierre Pécau (istor) hag Igor Kordey (tresañ), embannet e ti Delcourt e 2009.
  • Levrenn 2 : La grande Quête, gant Jean-Pierre Pécau (istor) hag Igor Kordey (tresañ), embannet e ti Delcourt e 2010.

Vae Victis ![kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Soleil.
Ur rummad hir eo Vae Victis !, pemzek levrenn ennañ. Gant Simon Rocca (istor) ha Jean-Yves Mitton (tresañ) ec'h eo bet krouet.
Kontañ a ra istor kriz ha luziet Boudika (anvet  Ambre / Ambra  gant ar Romaned en istor) ha, war ar memes tro, istor an darempredoù ken kriz all etre Julius Caesar hag ar Gelted e Galia hag e Breizh (an enezenn d'ar c'houlz-se). Evel-just ez eus ul lodenn vrav a faltazi.

  • Levrenn 1 : Ambre, le banquet de Crassus, 1991.
  • Levrenn 2 : Cloduar, je me nomme Légion, 1992.
  • Levrenn 3 : Garak, le voleur de Torques, 1992.
  • Levrenn 4 : Milon, le charmeur d'orages, 1993.
  • Levrenn 5 : Didius, le retour de l'infâme, 1994.
  • Levrenn 6 : Boadicae, la guerrière folle, 1995.
  • Levrenn 7 : Yorc, le bateleur, 1996.
  • Levrenn 8 : Sligo, l'usurpateur, 1996.
  • Levrenn 9 : Caïus Julius Caesar, le conquérant, 1998.
  • Levrenn 10 : Arulf l'Icénien, 1999.
  • Levrenn 11 : Celtill, le Vercingétorix, 2001.
  • Levrenn 12 : Adua, une louve hurle dans Avaricum, 2001.
  • Levrenn 13 : Titus Labienus, le stratège, 2002.
  • Levrenn 14 : Critovax, au-delà de l'ignominie, 2004.
  • Levrenn 15 : Ambre à Alésia, "Cursum preficio", 2006.

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ar pennad : Levrioù bannoù-treset liammet ouzh istor Breizh.

Bro-Skos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad Zoulouland[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e ti Soleil.
Ur rummad hir (18 levrenn) gant Georges Ramaïoli eo Zoulouland. Kontañ a ra an emgannoù etre ar Zouloued hag armeoù Breizh-Veur e dibenn an XIXvet kantved. E-touez tud all e kaver en istor ar roue Chaka, Robert Baden-Powell hag ar priñs Eugène Louis Napoléon Bonaparte. Un doare d'ober anaoudegezh gant sevenadur ar Bobl Zoulou ha gant ur prantad eus hec'h istor eo.
Etre 1991 ha 2003 ec'h eo bet embannet al levrioù. Skosiz eo an div dudenn pennañ : Kevin Stuart, maesaer deñved e penn-kentañ an istor (levrenn 1) ha letanant diaraoger er fin, ha John Dundee, den disuj bet o vevañ e-touez ar Zouloued ha bet koronal diaraoger en arme Breizh-Veur e-pad ur prantad. Penn-kentañ buhez John Dundee e Bro-Skos a gaver el levrenn 10, Young Mister Dundee, bet embannet e 1996.  Dug Argyll (Earra-Ghàidheal eo anv e varc'h .

Rummad Claymore[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e ti Glénat, dastumad Vécu.
Da vare emsavadeg ar Jakobidi e Bro-Skos e c'hoarvez an istor.

  • Levrenn 1 : Eillen, gant Nouwens (istor) hag Ersel (tresañ), 1999.
  • Levrenn 2 : Comme des loups affamés, gant Ruellan (istor) hag Ersel (tresañ), 2000.
  • Levrenn 3 : Les naufrageurs, gant Ruellan (istor) hag Ersel (tresañ), 2002.

Rummad Red Caps[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mar kaver daveoù da vojennoù en istor-mañ e kaver muioc'h diwar-benn emsavadeg ar Jakobidi. Embannet gant Delcourt en dastumad Terres de Légendes.

Rummad Le chant des terres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Wallace, tresañ gant Tieko, embannet gant Paquet. Da vare emsavadeg ar Jakobidi.

  • Levrenn 1 : Sheriffmuir, 2002.
  • Levrenn 2 : Glenscone, 2004.

Rummad Highlands[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ha tresañ gant Philippe Aymond, embannet gant Dargaud. Da vare emsavadeg ar Jakobidi.

  • Levrenn 1 : Le portrait d'Anna, 2012.
  • Levrenn 2 : Le Survivant des eaux noires, 2013.

Rummad Les pionniers du Nouveau-Monde[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet gant Glénat.
E 1986 e voe embannet levrenn gentañ ar rummad, Le pilori. E Frañs Nevez emeur, hag ober a reer anaoudegezh gant an dudenn bennañ, Benjamin Graindal, gall, galleger, fueter bro, merc'hetaer. E 1755 emeur, en ur vro ma kaver enni Soazon, Gallaoued, pobloù "Indian", kompagnunezhioù bras o keveziñ hag oc'h emgannañ. El levrennoù kentañ ez eus kaoz eus ar pezh o deus graet Breizh-Veuriz da c'hallegerien Kanada (Levrenn 2 : Le grand dérangement) hag eus aloubidigezh Kebeg goude trec'h James Wolfe war Montcalm war Plaenennoù Abraham e 1759 (Levrenn 6 : La mort du loup, 1990).
troioù-kaer, spierien ha spierezed (koant), emgannoù, itrikoù, istorioù karantez, beajoù.
Betek al levrenn 6 ne gaver nemet anv Jean-François Charles war golo al levrioù. Koulskoude, adalek al levrenn 4 : La croix de Saint-Louis e kaver meneg eus anv Maryse Charles evit an enklaskoù istorel.
Adalek al levrenn 7 : Crie-dans-le-vent e tilez Jean-François Charles an tresañ. Ersel a ra an tresadennoù abaoe. Gant al levrenn 13 : Les chemins croches, 2001, e kaver anv Maryse Charles war ar golo evel kensaverez an istorioù.

E 2013 ez eus 19 levrenn er rummad. En hini diwezhañ, Les insurgés e kaver gallegerien o stourm gant an Amerikaned ouzh armeoù Breizh-Veur.

Skosiz a gaver evit ar wech kentañ el levrenn 5 : Du sang dans la boue, 1989. Ur soudard eus arme Wolfe a gont istor Simon Fraser eus Klann Fraser of Lovat, deuet da vezañ penn ur rejimant Highlanders en arme Breizh-Veur daoust ma oa bet lazhet e dad, Simon Fraser Lord Lovat, gant ar Saozon goude emsavadeg ar Jakobidi. Un daore evit ar c'hlann da chom hep bezañ distrujet.
En hevelep levrenn e reer anaoudegezh gant Neil O'Shea, un Iwerzhonad, ezel eus arme Breizh-Veur d'ar mare-se hag a vez adkavet a-hed an istor goude ma vefe bet graet war e dro gant gallegerien.

El levrenn 6 e weler ar perzh kemeret gant Skosiz en emgann "Plaenennoù Abraham". Mont a ra arme Breizh-Veur d'an emgann war don Lovat's March.

Kuitaet en deus Benjamin an Douar Nevez hag adkavet e vez e Bro-Skos el levrenn 8, Petit homme, 1995. E 1761 emeur, hag emañ o timeziñ gant Lisa MacTavish, merc'h ur paramantour ha penn ar c'hlann. Klask a ra hemañ stourm ouzh ar Saozon a wask e vro gant sikour ar C'hallaoued (an dug a Choiseul) el levrenn 10 : Comme le souffle d'un bison en hiver, 1997, ha kas e dud da Ganada. El levrenn 11 : Le piège de la Rochelle e tizoloer e kinniger da VacTavish emglevioù kenwerzhel n'hell ket degemer (kenwerh tric'hornek). Lazhet eo. Dont a ra Benjamein a-benn da dec'hout ha da zont da vezañ mestr "Lisa", lestr MacTavish, gant sikour ur spierez. E-keit-se he deus Lisa kuitaet Bro-Skos davit Bro-C'hall. El levrenn 13 : Les chemins croches e kaver Lisa ha Benjamin war hent Amerika war al lestr "Lisa", a ra peñse. Savetaet eo an harozed gant gallegerien Louisiana. Ober a reont o annez eno (levrenn 14 : Bayou Chaouïs, 2003). Mervel a ra Lisa gant an derzhienn velen el levrenn 15 : Le choix de Crimbel, 2005. Mar kendalc'h troioù-kaer Benjamin n'eus ket kaoz eus Bro-Skos ken.

Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Black and Tans, gant Toppi, embannet gant Mosquito e 2007.
Tri istor el levr-mañ ; unan hepken a ra dave da Iwerzhon er bloavezhioù 1920 : Black an tans, pp. 20-31, un istor kevrinus treset brav e gwenn ha du.
  • Coupures irlandaises, istor gant Kris, tresañ ha livañ gant Vincent Bailly, embannet gant Futuropolis e 2008.
Istor daou grennard a Vreizh aet da dremen ur prantad vakañsoù e Belfast hag oc'h ober anaoudegezh en un doare kriz gant stad ar vro-hont.
  • Irish Melody, gant Franz, embannet gant Le Lombard e 1994 en dastumad "Signé".
Kontelezh Kerry e 1841 : istorioù familh trist a laka Lester "Cockney" Mahoney da guitaat e vro c'henidik.
  • Shamrock song, gant Franz, embannet gant Le Lombard e 2001 en dastumad "Signé".
Degemeret eo bet Lester Mahoney (deuet da vezañ Sean) e Ballymoss Stud, un domani sevel kezeg. Ober a ra anaoudegeh gant gwask ar Saozon war e vro. Er fin e ya da Pleg-mor Dingle e ti "Old Tim", kregiñ a ra evitañ ur vuhez all. Hervez ar pezh a lenner e penn-kentañ al levr ez eus ur rummad seizh levr gant troioù-kaer "Lester Cockney".

Rummadoù ha levrioù polis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fanch Karadec, l'enquêteur breton[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Vagabondages.
Krouet eo bet an dudenn gant Stéphane Heurteau (istor ha livañ) ha Sébastien Corbet (tresañ) diwar ur mennozh gant Régis Loisel ha Jean-Charles Kraehn.
O chom e Pempoull emañ Fañch Karadeg, kelenner war e leve hag enklasker "a-youl-vat". Kas a ra e troioù-kaer anezhañ un tamm e pep lec'h e Breizh.

  • Levrenn 1 : Le mystère Saint-Yves, 2010.
  • Levrenn 2 : L'affaire malouine, 2012.
  • Levrenn 3 : La disparue de Kerlouan, 2013.

Barbara Wolf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Maingoval (istor) ha Bruno Marivain (tresañ), e ti Glénat.
N'eus ket kalz tra o tennañ da Vreizh er rummad-mañ, teir levrenn ennañ, estreget ar fed e krog an istor e Sant-Maloù. En div levrenn gentañ, Meurtre sans mobile (2004) ha Qui va tuer Barbara Wolf ? (2004) evit ul lodenn, e vezer e Sant-Maloù pe war vor a-vaez da Sant-Maloù. Embannet eo bet ar rummad en dastumad Bulle Noire e ti Glénat.

Le fantôme de Ploumanach[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levr gant Philippe Chanoinat ha Frédéric Marniquet er rummad La brigade de l'étrange e ti Albin-Michel, embannet e 2005.
Un istor polis "kevrinus" pe "iskis", o c'hoarveout en ur Vreizh "kliched".

La mémoire de l'eau[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E ti Dupuis.
Enklask, moliac'h en ur Vreizh faltazius. Ur plac'hig eo an harozez. Un istor e div levrenn savet gant Reynès ha treset gant Vernay. E 2012 e voe embannet an div levrenn.

Loïc Francoeur – Levrenn 2[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h levrenn eus ar rummad-se a zo bet embannet. Echu eo gant ar rummad. Ur c'haner eo Loïc Francoeur, ha beajiñ a ra en abeg d'e vicher. troioù-kaer a bep seurt a vev. Sevel a ra Bernard Capo an istor hag ober a ra an tresañ ivez. Le Monstre du Youdig eo anv an eil istor, a c'hoarvez e Breizh. Embannet eo bet e ti Le Lombard e 1989, ISBN 978-2-8036-0746-4.

Selloù war ar gevredigezh a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Le vaisseau de pierre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Christin, tresañ gant Bilal, embannet gant Dargaud (dastumad Histoires fantastiques/ Légendes d'aujourd'hui) e 1976.
Penaos e "tec'h" ur gêriadenn a Vreizh a-zirak ur raktres touristel.

Palmer en Bretagne[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant René Pétillon, embannet gant Dargaud e 2013 ha bet lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec.

Un océan d'amour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Wilfrid Lupano, tresañ gant Grégory Panaccione. Embannet e 2014 e ti Delcourt, ISBN 978-2-7560-6210-5.
Ur romant treset souezhus. Ur Vigoudenn hag he gwaz pesketaer eo an tudennoù pouezusañ. Faltazius ha barzhoniel eo an aergelc'h. Mut eo ar bannoù-treset : n'eus lagadenn ebet.

Les petites marées - Mona[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet eo bet an istor gant Séverine Vidal ha treset gant Mathieu Bertrand. Embannet e 2014 gant Les Enfants Rouges, dastumad Absinthe.
Ur plac'h yaouank o tistreiñ da Sant-Maloù evit obidoù he mamm-gozh vuiañ-karet, oc'h adkavout Gael bet karet ganti. Dizoleiñ ha degemer a ra e heñvelrevelezh. Kreskiñ.

Ouessantines[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Patrick Weber; tresañ gant Nicoby ; livioù gant Kness. Embannet e 2013 gant Vents d'Ouest, ISBN 978-2-7493-0660-5.
Dont a ra Soizic, ur vaouez yaouank, d'ober hec'h annez war Enez Eusa ha digeriñ un ti "bod-ha-boued". Bezañ he deus d'ober gant disfiz hag enebiezh tud an enezenn zoken. Skoulmañ a ra darempred gant Marie, ur vaouez kozh. Goude emlazh Marie he deus fiziet enni lakaat urzh en he zraoù e tizolo Soizic sekredoù he laka da gompren gwelloc'h kevredigezh an enezenn.

Belle-île en père[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gantPatrick Weber ; tresañ gant Nicoby ; livioù gant Kness. Embannet e 2015 gant Vents d'Ouest, ISBN 978-2-7493-0738-1.
C'hoazh ur plac'h, Rozenn, un aktourez ar wech-mañ, o tont da dremen ur pennadig amzer war enezenn hec'h hendadoù, Ar Gerveur. Amañ ur sekred familh ivez. Hag un dave da Sarah Bernhardt.

Skiant-faltazi, politikerezh-faltazi, moliac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummadoù Carmen McCallum ha Code McCallum[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h ur stourmer eus an IRA bet adaozet e 2029 evit stourm ouzh emled an "dreist-frankizouriezh" eo harozez an daou rummad-se. Ganet eo bet e Barcelona d'ar 7 a viz Du 2021 ha aet da Zulenn e 2036 evit adkavout he zad. Stummet eo bet d'ar brezel-kêr e-pad pevar bloaz ha deuet eo da vezañ ur stourmerez eus ar c'hentañ. Daveoù da stourm Iwerzhoniz a gaver strewet amañ hag a-hont, ha dreist-holl e levrenn gentañ Code McCallum : Londres, embannet gant Delcourt e 2006.

  • Carmen McCallum
Istor gant Fred Duval, tresadennoù gant Gess etre al levrenn gentañ (gant Olivier Vatine ouzhpenn evit an istor) embannet e 1995 gant Delcourt betek al levrenn 8 (Dans le vide de Kirkwood). Istor gant Fred Duval, tresañ gant Enem adalek al levrenn 9 (Vendetta), bet embannet gant Delcourt e 2009, betek al levrenn 13 (Bandiagara), bet embannet e 2014 e ti Delcourt bepred.
  • Code McCallum
Istor gant Fred Duval, tresañ gant Didier Cassegrain. Levrenn gentañ : Londres bet embannet e 2006 gant Delcourt. Ar pempvet levrenn : Mercenaire a zo bet embannet e 2009 e ti Delcourt.

Bran : Une histoire de l'Île d'Errance[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Flora Grimaldi, tresañ gant Maike Plenzke; embannet gant Glénat e 2015 ; ISBN 978-2-344-00149-3. Dave eeun ebet d'ar Gelted, met istor ar Priñs Bran boemet gant ur boud hud (un heizez/plac'h en deus lazhet) a zeu da vezañ bran e-pad an deiz gant lavar un den ha den e-pad an noz gant koagadennoù ur vran. Klask a ra sikour ur bareourez anvet Macha a zeu da vezañ louarnez pa fell dezhi. Kavout a reer un Aaengus, Riahnon, Airmed ha boudoù spontus anvet Fomoires a laka da soñjal e traoù zo. Zoken anv an enezenn : Errance. Displijus-kenañ eo Bran e penn-kentañ an istor, ha n'eo ket eeun an darempredoù etre an daou haroz. Gwelet e vezont o kemmañ tamm-ha-tamm dre an darvoudoù skrijus bevet asambles.

Isabellae : Sous le tombeau de 500 rois – Levrenn 4[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor gant Raule, tresañ ha livioù gant Gabor. Embannet e 2015 gant Le Lombard, ISBN 978-2-8036-3564-1 .
Hanter Iwerzhonadez, hanter Japanadez eo Isabellae. En Iwerzhon e c'hoarvez an traoù el levr-mañ. Drouized, galloudoù hud ha stourm enep, Yann Dizouar !