Brec'h (kleñved)
Eus Wikipedia
- Ur pennad brec'h zo ivez.
Plac'hig eus Bangladesh tapet gant ar vrec'h en 1973.
- Ar verol vras eo an naplez, ur c'hleñved disheñvel-mik.
Ar vrec'h, anvet ivez verol vihan, a oa ur c'hleñved degaset gant ur virus, pe poxvirus, eus ar re begusañ. Trec'het eo bet e 1977.
Dont a ra an anv latin variola eus an anv varus, a dalvez kement ha burbuenn, hag eus varius, a zo brizh pe brizhellet.
Tud bet tapet gant ar vrec'h [kemmañ]
- Ar roue gall Loeiz XV a varvas diwar ar vrec'h.
- Stalin a oa bet tapet gant ar vrec'h, ha chomet e oa ar roudoù war e zremm; ne vez ket gwelet war ar skeudennoù ha diverket eo bet ar brizhelloù.
- Turlough O'Carolan, dallet gant ar vrec'h d'an oad a 18 vloaz.