Brasero (tommañ)

Eus Wikipedia
Ur brasero

Ur brasero (ger spagnolek a orin) zo ur seurt pod-houarn ma lakaer glaou-bev evit en em dommañ, hag a zo boutin e Spagn. Lakaet e vez dindan un daol goloet gant un doubier hag a dap betek an douar evit tommañ d'an dud en-dro d'an daol. Tennañ a ra d'ar pezh zo anvet kotatsu e Japan ha korsi en Iran.
Bremañ e vez graet reoù tredan da gemer ar re gant glaou.
Ur pezh arrebeuri dañjerus e oa ar brasero en un ti abalamour d'ar fulennoù hag a nije anezhañ ha d'an tan a groge neuze en danvez. Abalamour ma vez goloet ar brasero e veze devet ar glaou gant nebeud a oksigen, hag e-lec'h an dioksid karbonek eo monoksid karbonek a save. Gant ar monoksid karbonek e veze lazhet an dud dre o c'housk, dreist-holl ma ne veze ket avelet an tier.

Suamerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Suamerika, hag Arc'hantina dreist-holl, e vez lavaret brasero eus ur grazell a vez lakaet war ur voestad glaou evit poazhat kig.


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]