Bourouchaskeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bourouchaskeg
(Burushaski)
N'emañ ket en arvar
Perzhioù
Komzet e : Pakistan
Rannved : Karakoroum
Komzet gant : 60 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezh digenvez
  • Bourouchaskeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL BSK
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh digenvez eo ar bourouchaskeg (Burushaski, [buˈɾuɕaski]) komzet gant tro-dro da 50 000-60 000 den e traoñiennoù Hounza, Nagir, Yasin ha Gilgit e hanternoz Pakistan.

Teir rannyezh ez eus: hini Hunza, hini Nagar hag hini Yasin. Dre vras e kreder ez eo glanoc'h rannyezh Yasin, met implijet e vez rannyezh Hunza evit ober gant ar yezh dre skrid evel un doare yezh unvan.

Daoust ma vez kavet er bourouchaskeg meur a c'her o tont eus an ourdoueg, ar khowareg hag ar chineg ez eo sklaer n'eus liamm familh ebet etreze.

Gwechall e oa bet klasket diskwel e oa liammet ar bourouchaskeg ouzh ar sumereg, an euskareg, ar yezhoù kaokazek pe c'hoazh ar yezhoù dravidek met bremañ e ouzer n'eus ket a liammoù etre ar bourouchaskeg, yezh digenvez, ha familh-yezh ebet all.

Gwelet ivez:[kemmañ]