Boucles de l'Aulne
Eus Wikipedia
Ar Boucles de l'Aulne (Troioù ar Stêr Aon) a zo ur redadeg war varc'h-houarn aozet bep miz Mae tro-dro da gêr Kastellin.
Istor [kemmañ]
E 1931 e oa bet aozet ar redadeg kentañ. Goude an Eil Brezel-bed e oa deuet da vezañ ur c'hriteriom. Ur redadeg eo adarre abaoe 1999.
Cheñchet eo bet anv ar redadeg e Boucles de l'Aulne e 2002 goude bezañ bet anvet Grand-Prix du Télégramme de Brest etre 1935 ha 1938 ha Circuit de l'Aulne (Troiad ar Stêr Aon) betek 2002.
Loreadeg [kemmañ]
Liamm [kemmañ]
- (fr) Lec'hienn ofisiel