Botoha

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Botoa)

Botoha zo ur bourk bihan, e kumun Sant-Nikolaz-ar-Pelem.

Dont a rafe anv Botoha eus "bod" (ti) hag anv sant Doha, eskob er Vvet kantved, anvet ivez Docco pe Doac.

Meneget eo an anv adalek 1316 (Bothoua). Botouha en 1368 ha Botoha e 1407.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

̈* Erwan Vallerie (1995) ː Boduem ?, 1270; Bothoua, 1316; Botouha, 1368; Botoha, 1407; Boutouha, 1413; Bothoydoy ? 1420; Bothoua, 1516; Botouha, 1536; 1574; Boutoha, 1630;

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • gwelout Sant-Nikolaz

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Botoha e 1790 diwar ar barrez katolik ha lakaet e voe da benn-kanton[1]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1836 : Sant-Nikolaz a voe lakaet da benn ar gumun[1].

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol a voe digoret er bourk e 1931, hag a voe serret e dibenn Mezheven 1977.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavet eo Botoha dreist-holl abalamour d'ar Mirdi ar Skolioù war ar Maez a zo bet digoret eno gant Michel Sohier e 1994.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

de Beaucours

Aotrounez al lec'h se

En gul e zri sparfel en argant, pigoset, iziliet ha grizilhonnet en aour
de Malestroit

Aotrounez Beaucours

En gul e nav bezantenn en aour, 3, 3, 3.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]