Boris Nemtsov
Boris Efimovich Nemtsov (e ruseg : Борис Ефимович Немцов), bet ganet d'an 9 a viz Here 1959, a zo ur politikour frankizour rusian.
[kemmañ] Red-micher politikel
Bet Ministr an energiezh da vare Boris Eltsine, bes-kentañ ministr e-karg eus an ekonomiezh e kabinedoù Viktor Tchernomyrdine, unan eus diazezerien Unvaniezh nerzhioù an tu dehou (SPS), ur strollad politikel a-enep ar C'hremlin ha n'eus ket outañ ken abaoe fin 2008. Gouarnour rannvro Saratov eo bet. Unan eus pennrenerien al luskad Solidarnost eo, gant Gary Kasparov.
D'al Lun 23 a viz Meurzh 2009 e voe taolet ammoniac gant tud dizanv war Boris Nemtsov, pa oa eñ war ar renk evit bezañ maer Sotchi. En ul lizher digor embannet en Novaïa Gazeta en deus diskleriet Boris Nemtsov "ne oa ket prest [ar gêr] da sammañ ar garg ramzel — war dachenn ar sevel tiez, an ekologiezh, an transportoù hag an treuztiriadur — a zo ret evit terkañ aveadurioù olimpek".