Bokale

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sede pelec'h emañ Bokale e Lapurdi.


Bokale (Boucau e galleg, yezh ofisiel nemeti ar vro, Lo Bocau en okitaneg), zo ur gumun eus Euskal Herria, e proviñs Lapurdi, en Iparralde, e kanton Baiona, a-stok ouzh a-stok ouzh al Landes. Ar gumun nemeti a zo en he fezh en hanternoz d'an Adour eo.

[kemmañ] Boucau

Arabat droukveskañ an anv gant Vieux-Boucau, ur gumun all el Landes.

[kemmañ] Kumunioù amezek

[kemmañ] Istor

Betek 1578 edo aber an Adour pelloc'h en hanternoz, e Vieux-Boucau. Neuze e voe distroet ar stêr da aberiñ tostoc'h ouzh Baiona, e Tarnos, e karter Boucau, Bokale en euskareg.

Ur c'harter eus Tarnos e oa Bokale eta, ha distaget e voe diouzh ar barrez waskonat pa voe krouet an departamantoù e 1790. E gwirionez ne oa ket e Lapurdi a-raok, met mesket eo bet harz eskopti ha harz-departamant er speredoù goude 1790.


Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all