Blodwen

Eus Wikipedia

Blodwen, un anv-plac'h, eo anv ar c'hoarigan kentañ e kembraeg e 1878, savet gant Joseph Parry (1841 - 1903) ha Richard Davies (Mynyddog). Kanaouenn vrudetañ an oberenn eo 'Hywel a Blodwen' a zo bet kanet dre ar bed. Unan all ivez "Fy Mlodwen, f'anwylyd, fy mhopeth" a vez kanet kalz gant tenored. 500 gwech e oa bet c'hoariet a-benn 1896.