Bloc'had Stalin - Evit URSS

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Bloc'had Stalin

Bloc'had Stalin - Evit URSS (e ruseg: Сталинский блок - за СССР; Stalinskiy blok - za SSSR) a oa anv ur genunaniezh marksour-leninour hag enep-adwelour ennañ meur a strollad ha luskad komunour krouet e Rusia da geñver dilennadegoù evit an Douma, aet ganti 0,61% eus ar mouezhioù (404.274 mouezh en holl)

Kemer a rae perzh er genunaniezh "Rusia al Labour" gant Viktor Anpilov en e benn, "Unaniezh an Ofisierion" gant Stanislav Terekhoven e benn, "Unaniezh" gant G.I. Tikhonbov en e benn, "Unaniezh Yaouankizoù Brogarour ar Bobl" gant I.O. Maliarov en e benn, "Unaniezh Labouerion Moskova", "Kensavenn Volchevikour (Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel)", Strollad Komunour Bolcheviked an Hollunaniezh, "Kevdredigezh Meingleuzerion Mac'hagnet Rusia", "kendalc'h Maouezed Rusia", "Kevredigezh an Hollunaniezh evit Studi Legad Stalin" ha Rakward ar Yaouankizoù Ruz.

Ezel eus ar genunaniezh e oa ivez mab-bihan brudet Stalin, Yevgeny Djougachvili.

Liammoù diavaez:[kemmañ]