Bloavezhioù foll

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Anvet eo bet ar Bloavezhioù foll ar prantad etre diwezh ar Brezel bed kentañ hag Enkadenn vras 1929 e Bro-Chall. Lodenn gentañ an Etre-daou-vrezel eo a-raok an diaestêrioù armerzhel ha an stad tennadur krouet gant ar gouarnamant nazi e Alamagn goude 1933.

E-pad ar brezel e oa Pariz ul lec'h evit an diduiñ ken e veze souezhet meur a soudard a zeue eus an talbenn en-dro. Chañchamantoù brasoc'h a oe gwellet pa oa bet kaset an dañjer da bell.

An arzhoù[kemmañ]

Arzhourien eus pep broad a zeuas e Pariz ha klas a reont dispenn ar reolennoù kened. An dreistdarvoudelezh a zo bet an tu pennañ. E karter Montparnasse e chome meur a arzhour, paour-raz peurvuiañ a ree ar Montparnos eus outo.
Ar giz evit an dilhad a chañchas kalz ha berraet ha skañvaet e veze an dilhad maouez.


Kondu sokial[kemmañ]

Dieupoc'h e oe kondu ar maouezed eus ar gevredigezh uhel : blev berroc'h, sigaretennoù, un nebeut o c'honduiñ ur c'harr-tan, dilhad a bep seurt.


Araokadennoù kalvezel[kemmañ]

Pa oa bet red fardañ mekanikoù a bep seurt evit ar brezel e kreskas ar mekanikat. Muioc'h muiañ a c'hrri-tan ha marc'hadmatoc'h a gasas treuzfurmadurioù er c'hêrioù. Azazaet e veze ar straedoù d'an treizhidell . An treuzdougen a-stroll a oa diorreet koulz kostez an hentoù-houarn hag hini ar c'hirri-boutin.