Blizzard Entertainment

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Blizzard)


Furm wirel : Ltd. (Vivendi Universal Games)
Krouidigezh : 1991
Dates clés : 1995 (Warcraft)
1996 (Warcraft II)

1997 (Diablo/Battle.net)
1998 (StarCraft)
2000 (Diablo II)
2002 (Warcraft III)
2004-2008 (WoW Klasel, Burning Crusade, Wrath of the Lich King)

Lugan : Easy to Learn, Difficult to Master
Sez ar c'hevredad : Irvin Patrom:Kalifornia (SUA)
penngevredad : Frank Pearce, Michael Morhaime
Lec'hienn Web : http://blizzard.com/

Ur gevredigezh amerikan eo Blizzard Entertainment hag a labour diwar diorren c'hoarioù video gant o embanniñ. Diazezet eo e sez e Irvin e California.

Savet eo bet ar gevredigezh e 1991 gant Allen Adham, Michael Morhaime ha Frank Pearce dindan anv Silicon & Synapse. Trev ur strollad gall Vivendi e oa (eus Vivendi Games) goude tremen da zorn Activision Blizzard.

Brudet eo adal 1994 rak d'e c'hoarioù video, trec'hadennoù bedel. Enno Warcraft, Diablo ha StarCraft.

Hiziv an deiz int kozh, ha daoust da se e vez c'hoaz graet kenstrivadegoù warno gant c'hoarierien ar bed a-bezh. Gortozet e vez gant milionoù a dud o astennadoù dazont, da lavaret eo World of Warcraft Cataclysm, Starcraft II, ha Diablo II.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1991 Krouet dindan anv Silicon & Synapse. Embannadur Rock & Roll Racing ha The Lost Vikings.
1994 Prenet gant ar saozon Davidson & Associates evit 10 milion dollars. Embannadur Warcraft.
1996 Davidson & Associates prenet gant CUC.
1997 CUC a gendeuz gant HFS Corporation evit sevel Cendant Software.
1998 Goude flodoù ekonomikel, Cendant Software a zo dizammet ha gwerzhet da Havas. Havas a zo prennet war ar memes bloaz gant Vivendi Universal.
2005 Blizzard Entertainment a brenn Swingin’ Ape Studios. Ganto e vo diorroet ar raktres StarCraft: Ghost. Embannadur World of Warcraft e Europa.
2006 Dindan Vivendi Universal Games trev Vivendi Universal eo bremañ Blizzard Entertainment (2009). E sez, troc'het a-raok e daou (Blizzard North ha Blizzard Entertainment / HQ) a kendeuz dindan e anv diwezhañ Blizzard Entertainment.
2007 Dilez ofisiel diorroadur StarCraft: Ghost. Kemenadenn diwar diorroadur StarCraft II.
2008 Diwar keleier ar BlizzCon gwerzet e vo StarCraft II e 3 lodenn (unan dre gouenn), diorroet e vez Diablo III ha World Of Warcraft Cataclysm.

Titloù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù dilezet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù dazont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]