Blind Guardian
| Blind Guardian | |
|
Eus an tu-kleiz d'an hini dezhou : André Olbrich (gitar), Frederik Ehmke (batri), Hansi Kürsch (kan), Marcus Siepen (gitar), Michael Schüren (touchennaoueg), Oliver Holzwarth (gitar boud)
|
|
|
|
|
| Bro Orin | Krefeld, Germany |
|---|---|
| Doare(où) | Power metal Speed Metal |
| Bloavezhioù oberiant | 1984-a-vremañ |
| Label(ioù) | No Remorse, Virgin, Century Media, Nuclear Blast |
| Lec'hienn ofisiel | [1] |
|
|
|
| Izili | Hansi Kürsch Marcus Siepen André Olbrich Frederik Ehmke |
| Izili bet er strollad | Thomen Stauch Marcus Dork Christoff Theissen Hanspeter Frey |
| kemmañ |
|
Blind Guardian a zo ur strollad allamaneg alies diskleriet evel unan eus ar strolladoù Power ha Speed Metal anavezetañ.[1] [2] [3]. Krouet eo bet e kreiz ar bloavezhioù 1980 e Krefeld, Alamagn.[4]
Komzoù Blind Guardian, skrivet gant ar c'haner Hansi Kürsch, a zo awenet gant faltazi skrivagnerien evel J. R. R. Tolkien, Stephen King, ha Michael Moorcock, kement a mojennoù hengounel ha barzhonegoù meurzanevellek..[2]
Taolenn |
Buhezskrid[kemmañ]
Ar strollad a zo bet savet e kreiz ar bloavezhioù 1980 e Krefeld, Allamagn, gant Hansi Kürsch(kan, gitar boud) hag Andre Olbrich (gitar). A-raok bezañ anvet Blind Guardian, ar strollad en deus embannet daou z\demo dindan an anv Lucifer's Heritage' e 1985 ha 1986.[2] Er bloavezhioù kentañ, izili ar strollad a cheñch kalz : Markus Dörk(gitar) ha Thomen Stauch (tamboulinoù) a zo bet eillec'hiet gant Christof Theißen hag Hans-Peter Frey. Erfin, e 1987 Marcus Siepen ha Thomen a zeu en dro evit stummañ ar strollad a vo dalc'het evel-se evit an 18 bloaz a zeu.
E 1991, Blind Guardian en deus sinet gant Virgin Records ha embannet an albom Somewhere Far Beyond, hag an albom live Tokyo Tales e 1993.Flemming Rasmussen, produer Metallica, a grog da labourat gant Blind Guardian, ho produañ Imaginations from the Other Side e 1995 ha The Forgotten Tales e 1996, un albom gant an hanter eus an tonioù a zo adkemeret hag an hanter all a zo kannaouennoù nevez.
E 1998 Blind Guardian a embann o albom Nightfall in Middle-Earth, un albom meizad diazezet war The Silmarillion gant J. R. R. Tolkien, gant sonerezh levezonet gant ar folk rock. Abaoe "Nightfall", soner guitar boud Blind Guardian a zo graet gant Oliver Holzwarth, hag Hansi a c'hell en em c'hreizañ war e gan. Bez e oa ivez albom diwezhañ produet gant Rasmussen. A Night at the Opera, a zo bet embannet pevar bloaz goude. War an albom-se, son ar strollad a den muioc'h d'ho albomoù speed matal kozh. Memes ma n'eo ket un albom meizad gwir, kalzig eus an temoù a komz deus relijion ha darempredoù etre tud ha galloud santel. Heuliet eo bet gant un albom live e 2003 hag un DVD, Imaginations Through the Looking Glass, a oa an albom diwezhañ gant an tambouliner Thomen Stauch. Aet eo kuit abalamour da diforc'hioù sonerezh ha eillerchiet eo bet gant Frederik Ehmke. Kentañ albom gant Ehmke a oa A Twist in the Myth, a zo deuet er-maez e 2006.
Blind Guardian en deus kemeret perzh n'eus ket pell 'zo evit sonrezh ar film In the Name of the King: a Dungeon Siege Tale, a zo deuet er-maez e 2008.[5] Ar strollad en deus ivez enrollet un ton evit ar c'hoari video Sacred 2 Fallen Angel[6] .
Ar single A Voice in the Dark a voe embannet ar 25 a viz Even 2010. D'an 30 a viz Gouere 2010, an albom At the Edge of Time a zeu er-maez. Kroget en deus ar strollad d'ober sonadegoù ha diskleriet o deus e c'hoarifent er Wacken Open Air e 2011.
Doare Sonerezh[kemmañ]
Daou albom kentañ Blind Guardian, Battalions of Fear ha Follow the Blind, a oa muiorc'h o tennañ d'ar speed metal eget o labourioù a heulio. O kregiñ gant o trede albom Tales from the Twilight World, Blind Guardian en deus kroget tamm ha tamm da skrivañ komposadurioù luzietorc'h ha goustadikorc'h. Evel ar c'hwec'hved albom, Nightfall in Middle Earth, Hansi en deus paouezet c'hoari gitar boud evit en kreizenniñ war e gan. D'ar mare-se, ar strollad en deus kroget da lakaat kalzig a kempennadur laz-seniñ, hag implij an teknik "overdub", awened gant ar strollad saoz Queen.[7][8]
E sonerezh Blind Guardian vez kavet staccato gitar tredan ha batri boud doubl, spesius d'ar power metal, evel implij an overdub evit krouiñ ur son meurzanevelleg. An teknik-se, a vez kavet dreist-holl er gitar hag er vouezh, a grou ur sanimant e vez un arme bras a sonerien o c'hoari hag o kanañ asambles. An teknik-se a zo bet implijet en holl albom goude an daou gentañ met dreist-holl e A Night at the Opera.
Pa'z eo bet interview-et ar strollad dindan produelezh Sacred 2, Hansi en deus lâret e c'halfe an daore sonerezh bezañ diskleriet evel symphonic speed metal.{Fact|date=January 2009}}
Raktresoù[kemmañ]
Asambles gant Jon Shaffer, leader ha krouer Iced Earth, Kürsch a zo ezel eus ar stollad [[Demons & Wizard, lec'h m'eo ar ganer.
Blind GUardian en deus labouret abaoe eizh bloa war ur rakrtes laz-seniñ diwar Aotroù ar walennoù(The Lord of the Rings). Ne vo ket un albom power metal, ambanned e vo dindan an anv Blind Guardian peogwir eo gant temoù ar strollad, hervez Hansi[9] hag André.[10]
Izili[kemmañ]
A-vremañ[kemmañ]
- Hansi Kürsch – Kan (1984–), Gitar boud (1984–1996)
- André Olbrich – Gitar penn (1984–)
- Marcus Siepen – Gitar ritm (1987–)
- Frederik Ehmke – Batri, Binviji dre skeiñ (2005–)
Izili bet[kemmañ]
- Thomas "Thomen" Stauch – batri (1984–1985, 1987–2005)
- Markus Dörk – Gitar (Lucifer's Heritage) (1984–1985)
- Christof Theißen – Gitar ritm (Lucifer's Heritage) (1986)
- Hans-Peter Frey – Batri (Lucifer's Heritage) (1986)
Sonerien pedet[kemmañ]
- Oliver Holzwarth – Gitar boud (live/studio) (1997–)
- Niko Trznadl – Gitar boud (live) (1988)
- Alex Holzwarth – Batri (live) (2002–2003)
- Mathias Wiesner – Touchennaoueg (studio) (1989–)
- Michael Schüren – Touchennaoueg (live), grand piano (studio) (1997–)
- Kai Hansen – Kan, solos gitar (1989–1992)
- Thomas Kelleners – Kan (Lucifer's Heritage) (1984)
- Rolf Köhler, Thomas Hackmann – Kan boud (1989–)
- Olaf Senkbeil, Billy King – Kan boud (1990–)
Albomoù[kemmañ]
Albomoù Studio[kemmañ]
- Battalions of Fear (1988)
- Follow the Blind (1989)
- Tales from the Twilight World (1990)
- Somewhere Far Beyond (1992)
- Imaginations from the Other Side (1995)
- Nightfall in Middle-Earth (1998)
- A Night at the Opera (2002)
- A Twist in the Myth (2006)
- At the Edge of Time (2010)
Daveoù[kemmañ]
- ↑ No Life Till Metal
- ↑ 2,0 2,1 2,2 Nuclear Blast: Blind Guardian
- ↑ Rock Hard Magazine
- ↑ Blind Guardian. Band: How it started.... Kavet d'an 2007-07-15.
- ↑ Various Artists – In the Name of the King. Soundtrack review
- ↑ Hansi's letter to "the Following" fan site
- ↑ Queen influence 'Night at the Opera', The Metal Observer, <http://www.metal-observer.com/articles.php?lid=1&sid=4&id=4487>
- ↑ Queen influence, Blind Guardian official site, <http://www.blind-guardian.com/new_version/band_members.php3>
- ↑ "A New Twist in the Blind Guardian Legacy" by Kenneth Morton
- ↑ Andre Olbrich phone interview; April 08, 2006