Bleizig-teil
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Arthropoda | ||||
| Kevrennad : | Insecta | ||||
| Urzhiad : | Orthoptera | ||||
| Kerentiad : | Gryllotalpidae | ||||
| Genad : | Gryllotalpa | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Gryllotalpa gryllotalpa Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar bleizig-teil, pe kazh-prad, (Gryllotalpa gryllotalpa) zo un amprevan turier.
Bihan eo o fenn ha berr o zastornelloù. Un organ-skrilhat zo war eskell kentañ ar pared. Azasaet eo o favioù a-raok evit turiañ an douar ha dre-se e tennont da bavioù ar gozed. Dic'houest int da lammat hag e reont gant o eil ha trede re bavioù evit kerzhet.
War-dro 400 û a vez dozvet en ur gambr vras dindan-douar kleuziet gant ar barez. Honnezh a ziwall anezhe (hag al larvennoù war o lerc'h) ouzhpenn evit ur mizvezh-pad. Goañviñ a ra al larvennoù don en douar ha muzañ div wech en nevez-amzer a-raok dont da vezañ imagoed.
Ar bleizigoù-teil a vez oberiant diouzh an noz etre miz Ebrel ha miz Here. Bevañ a reont e tachennoù fresk, liorzhoù, pradennoù hag e-kichen ar stankoù. Pa serr an noz e krog ar pared da ganañ.
Debriñ a reont gwrizioù, larvennoù amprevaned all, buzhug ha blotviled.