Bleiz-stêr
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
| Genad : | Pteronura | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Pteronura brasiliensis Gmelin, 1788 |
|||||
| Statud CITES : | Amzeriad adwel dianav |
||||
|
|||||
Ar c'hi-dour brasañ er bed eo ar bleiz-stêr, pe ki-dour meur, (Pteronura brasiliensis). Ar spesad nemetañ eo er genad Pteronura.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Ar bleizi-stêr a c'hell tizhout 180 cm ha pouezañ 34 kg. Ar parezed zo bihanoc'h ha pouezañ a reont 26 - 27 kg hepken. Ur vlevenn stank ha c'hwek, gell-du he liv, en deus. Un tarch gwenn disheñvel he stumm evit pep loen zo war e c'houzoug. Ront eo e benn ha berr e zivskouarn. Gant kreoñ eo goloet ar fri hag an divfron hepken a c'haller gwelet. E zaoulagad ledan a ro tro dezhañ da hemolc'hiñ dindan an dour. Berr ha palvezek eo e bavioù. 12 vloaz e c'hell bevañ en ur gwarezva, kalz nebeutoc'h en natur moarvat.
Annez [kemmañ]
Kavout a reer bleizi-stêr e stêrioù ha lennoù izeldirioù trovanel holl vroioù Suamerika estreget Chile. Deuet eo da vezañ ral-tre e Paraguay, Uruguay hag Arc'hantina.
Emzalc'h [kemmañ]
Unan eus preizherien vrasañ ar rannved-se eo ar bleiz-stêr. En em vagañ a ra diwar pesked, kranked, kaimaned bihan ha naeron. Gallout a ra hemolc'hiñ e-unan pe e strolladoù. Ur spesad kevredadel eo ar bleizi-stêr. Bevañ a reont e strolladou familh 4-8 ezel enno. Ar parezed a c'han etre 1 ha 5 kolen en un douarenn ur wech ar bloaz. Gant o mamm e chom ar c'helin etre daou ha tri bloavezh.
Gwarez [kemmañ]
Hemolc'het e vez ar bleizi-stêr evit o c'hroc'hen met ivez evit o c'hig. En arvar eo ar spesad hervez an IUCN, abalamour d'ar chase, da zistrujadur e annez, da gleñvedoù degaset gant an anevaled doñv ha d'al louzoù enep-amprevaned a zalc'h en e gorf.
Liammoù diavaez [kemmañ]
(en)Ar bleiz-stêr war Animal Diversity Web
(en)Ar bleiz-stêr war lioncrusher.com