Bleaz Sebasteia

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Sant Bleaz Sebasteia, livet gant Hans Memling.
Sant Bleaz

Bleaz Sebasteia ( Άγιος Βλάσιος, Agios Vlasios e gregach; Սուրբ Բարսեղ en armenieg ), mezeg e Sebasteia, e gêr c'henidik en Armenia, a oa eskob ivez, ha merzheriet e voe en 316 war urzh gouarnour Kapadokia.

Pedet e vez da bareañ an dud klañv gant ar boan-c'houzoug pe tapet gant ar paz. Bez ez eo unan eus ar sent-skoazellerien, ha diwaller kêr Dubrovnik ha hini Paraguay. Lidet d'an 3 a viz C'hwevrer er C'hornôg, d'an 11 a viz C'hwevrer er Reter.

[kemmañ] Italia

En Italia eo anavet evel sant Biagio, hag enoret e meur a lec'h. Koulskoude ez eus sent all anvet Biagio ivez, hag Italianed anezho.

[kemmañ] Kernev-Veur

Enoret eo e Sant Blazey, anvet ivez St Blaise, e Restormel, e Kernev-Veur.


[kemmañ] Pennadoù kar