Bleñchoù

Eus Wikipedia
Gant bleñchoù e vez graet o neizhoù gant an evned.

Ar bleñchoù, pe briñsoù, pe briñsad, eo ar c'hoad munud a zo e beg brankoù ar gwez. Pa gouezhont war an douar, torret gant an avel, e vezont klevet o frikañ dindan an treid. Dastumet e vezont gant an dud da c'hwezhañ an tan, ha gant an evned d'ober o neizhoù.

Bleñchoù dastumet ha mesket gant delioù a c'hall bezañ un temz d'an douar.