Blanche de Navarre (1226-1283)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bez an dugez en Henbont

Blanca de Navarra (e spagnoleg), pe Blanka Nafarroakoa (en euskareg), pe Blanche de Navarre pe Blanche de Champagne (e galleg), ganet e 1226 ha marvet e 1283, a oa dugez Breizh.

Merc'h e oa da Depot IV, kont Champagn ha roue Navarra, ha d'e bried Agnès de Beaujeu.

En 1236, da 10 vloaz, e voe dimezet da Yann Iañ (1217-1286), dug Breizh. Tri bloaz goude e c'hanas he mab kentañ. Seizh bugel all o doe.

  1. Yann II (12391305), dug Breizh, ha kont Richmond en 1268
  2. Pêr (1241 –1268), aotrou Dinan, Hazhoù, Leon, Henbont hag ar Roc'h-Derrien
  3. Alis Breizh (1243 - 1288), dimezet da Yann Iañ Blois-Châtillon, kont Bleaz ha Chartres ;
  4. Tepot (1245–1246), beziet en Abati Sant Weltaz Rewiz ;
  5. Tepot (9 a viz Du 1247), beziet en Abati Sant Weltaz Rewiz ;
  6. Aliénor (1248), marvet ent yaouank, beziet en iliz abati Sant Weltaz Rewiz;

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.