Blanche Évreux

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Blanche Evreux)
Ur pennad Blanca de Navarra zo ivez.
Delwenn war bez Blanca Navarra, en abati Sant-Denez

Blanca Navarra pe Blanche d'Évreux (1333 - 5 a viz Here 1398) a oa ur briñsez eus Navarra, er XIVvet kantved deuet da vout rouanez Bro-C'hall. Merc'h e oa da Fulup III Navarra ha da Janed Bro-C'hall, rouanez Navarra. Rouanez Bro-C'hall e voe pa zimezas gant ar roue gall Fulup VI. Bloaz goude an eured e varvas ar roue, oadet a 56 vloaz.

Nac'h a reas addimeziñ da Alfonso XI, roue Kastilha. Troet e oa gant an alkimiezh, gwareziñ a reas Nicolas Flamel, ha salioù-labour a oa e darn eus he c'hastilli.


He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas d'ar 5 a viz Here 1398 e kastell Neaufles ha beziet e voe abati Sant-Denez.