Black Rebel Motorcycle Club

Eus Wikipedia
Black Rebel Motorcycle Club e gouel sonerezh Benicassim, 22 a viz Gouere 2007

Black Rebel Motorcycle Club (BRMC) a zo ur strollad a vesk sonerezh rock, blues, garage, psikedelegiezh nevez ha shoegaze a orin eus San Francisco, California, hag a zo bremañ diazezet e Los Angeles. A-fet levezon e c'haller menegiñ sonerien evel The Brian Jonestown Massacre, The Rolling Stones, John Lennon, The Velvet Underground ha The Jesus and Mary Chain[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Black Rebel Motorcycle Club a zo bet savet e 1998. Dont a ra anv ar strollad eus gang Marlon Brando er film The Wild One (1953). En div bladenn gentañ embannet ganto e klever levezon strolladoù evel Led Zeppelin, hag ivez hini strolladoù all evel The Verve, Loop, Sonic Youth, Dinosaur Jr ha The Jesus And Mary Chain. War o fladenn Baby 81 o deus degaset kemmoù en o sonerezh, hag elfennoù blues, folk ha rock a glever enni. Robert Levon Been ha Peter Hayes eo ar ganerien. Been and Hayes a gejas er skol-veur e Lafayette (California) ha buan e savjont ur strollad (Hayes a oa o paouez kuitaat The Brian Jonestown Massacre). E-pad ma oant o klask un tabouliner e kejjont gant Nick Jago (ur soner eus Devon, Rouantelezh-Unanet) hag a oa deuet da Galifornia. The Elements a oa anv kentañ ar strollad, met cheñch a rejont hag e tibabjont Black Rebel Motorcycle Club pa verzjont e oa ur strollad all gant ar memes anv. War o eil pladenn ( Take Them On, On Your Own) ez eus meur a don ( "Generation" , "US Government") hag a rebech traoù ouzh gouarnamant ar Stadoù-Unanet.

Leeds Town Hall, ar sal-abadennoù e-lec'h m'ne dije gellet ar strollad terriñ al leurenn

E 2003 e voe paouezet ur sonadeg gant Black Rebel Motorcycle Club e Leeds Town Hall (Leeds , Rouantelezh-Unanet) peogwir o doa aon tud an ti-kêr e kouezhfe leur ar sal (hag a zo 150 vloaz) en he foull[2] Diwar an afer-se e voe anvet ar strollad 'the band who broke the floor'[3].

Diemglev a savas etrezo hag o zi-embann (Virgin Records) e 2004, ha Nick Jago a guitaas ar strollad e dibenn o zroiad hañv er memes bloavezh, sañset abalamour d'un 'diemglev diabarzh', hag a oa e gwirionez kudennoù dramm hag alkol. E-pad ur pennad e voe erlec'hiet gant Peter Salisbury (tabouliner ar strollad The Verve). Hayes ha Been a enrollas o zrede albom goude-se. E 2005 e sinas ar strollad ur gevrat gant meur a di-embann : Echo er Rouantelezh-Unanet, ha RCA er Stadoù-Unanet. O zrede albom, Howl he zitl, a voe degemeret mat-tre gant ar vurutellerien pa zeuas er-maez. A-hervez o dije savet lod brasañ ar c'hanaouennoù a glever warni a-raok ma vefe bet savet ar strollad. Jago a voe degemeret en-dro pa oa tost echu enrollañ ar bladenn-se, seniñ a ra war ar seizhvet kanaouenn ("Promise" he zitl). Pa droas ar strollad a-benn brudañ ar bladenn e voe ouzhpennet ur pevare ezel war al leurenn, ar gitarour Spike Keating. Ouzhpenn a levezonoù bet meneget e c'haller ouzhpennañ ar beat generation, ha dresit-holl Allen Ginsberg. Howl (titl o zrede albom) a zo ivez titl oberenn vrudetañ Ginsberg.

Pevare pladenn vras ar strollad, Baby 81, a voe embannet d'an 30 a viz Ebrel 2007 er Rouantelezh-Unanet hag er peurrest eus Europa, ha d'ar 1añ a viz Mae er Stadoù-Unanet. A-benn he brudañ en doa ar strollad lakaet meur a ganaouenn war e bajennad MySpace.

D'ar 6 a viz Even 2007 e voe skignet war-eeun war internet ar sonadeg a roas ar strollad MSN Music.

Ar ganaouenn "Shuffle Your Feet" a glever war Howl a zo bet implijet a-benn brudañ ar rummad skinwel anvet Generation Kill. He c'hlevout a reer ivez e-barzh film 12 trede lodenn The O.C..

E 2008-2009 e vez implijet 'Spread your love' (tennet eus o fladenn gentañ) evel digoradur ar c'hrogadoù mell-droad gant Manchester City pa c'hoari ar skipailh-se war e dachenn.

D'ar 27 a viz Here 2008 ec'h embannas ar strollad war e bajennad Myspace e lakafe da zont er-maez ur bladenn hep kenlabourat gant ti-embann ebet, war-bouez an hini savet ganto, hag anvet "Abstract Dragon".

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nick Jago a voe skarzhet e 2005 abalamour da gudennoù dramm hag a zeuas war wel an holl pa chomas difiñv ha digomz war al leurenn e-pad nav munutenn pa resevjont un NME Award e 2003. E 2004, e-pad V Festival, ez eas Jago kuit pa voe goulennet outañ sinañ ur c'halc'h plastik. War washaat ez eas c'hoazh an traoù e Bro-Skos goude ur sonadeg, hag un emgann a grogas etre Jago ha Hayes, neuze ez eas kuit Jago[4]. Sed aze perak ne gemeras ket perzh e enrollañ Howl. Klask en em zizober diouzh e dechoù fall a glaskas ober, ha degeemret e voe en-dro a-benn seniñ war an ton anvet "Promise". Hervez tud zo hag a zo entanet gant ar strollad e c'hallfe ezvezañs Jago hag ar c'hudennoù en deus bet ar strolald gant an drammoù displegañ ar c 'hemmoù a zo bet e sonerezh ar strollad.

E miz Even 2008 e kuitaas Nick Jago ar strollad ur wech ouzhpenn, hag erlec'hiet e voe gant an tabouliner a son gant The Raveonettes[5]. Nick Jago a lavaras neuze "took it as I am fired again and to be honest with you I respect their decision."[5]. Peter Hayes ha Robert Levon Been a respontas : "Nick won't be joining us for the upcoming European tour, but it's not true that he is fired. We just feel Nick needs time to sort out exactly what he wants right now. His heart and all his energy and attention is on his own solo project and he needs to see that through."[5]

Pladennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù bras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Titl Plas uhelañ en hit-parade Gwerzh
US
[6]
AUS
[7]
AUT
[8]
BEL
[9]
DAN
[10]
AL
[11]
FR
[12]
ITA
[13]
NED
[14]
N.Z.
[15]
NOR
[16]
SWE
[17]
CHE
[18]
UK
[19][20]
2001 B.R.M.C.
  • Embannet: d'an 3 a viz Ebrel 2001
  • Ti-embann: Virgin
- - - - - 49 122 - - 39 - 53 - 25
2003 Take Them On, On Your Own
  • Embannet: d'ar 25 a viz Eost 2003
  • Ti-embann: Virgin
47 34 33 - 24 27 43 8 63 17 15 13 46 3
  • BPI: Pladenn aour[22]
2005 Howl
  • Embannet: d'an 22 a viz Eost 2005
  • Ti-embann: RCA/Echo
90 34 45 42 35 33 83 - 47 - - 27 50 14
  • BPI: Pladenn argant[23]
2007 Baby 81
  • Embannet: d'ar 27 a viz Ebrel 2007
  • Ti-embann: RCA/Island
46 36 71 - - 58 98 - - - - 53 50 15
2008 The Effects of 333
  • Embannet: 1añ a viz Du 2008
  • Ti-embann: Abstract Dragon
- - - - - - - - - - - - - -

Pladennoù P[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù bihan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deiziad Titl Plas en hit-parade Albom
UK[24] IRE[25]
2001 C'hwevrer "Red Eyes And Tears" - - B.R.M.C.
Mar "Rifles" - -
Nov "Whatever Happened to My Rock and Roll (Punk Song)" - -
2002 Genver "Love Burns" 37 -
May "Spread Your Love" 27 -
Sep "Whatever Happened to My Rock and Roll (Punk Song)" 46 -
2003 Eost "Stop" 19 42 Take Them On, On Your Own
Du "We're All In Love" 45 -
2005 Gouere "Shuffle Your Feet" - - Howl
Eost "Ain't No Easy Way" 21 50
Oct "Weight of the World" (nullet) - -
2007 Ebrel "Weapon of Choice" 35 - Baby 81
Gouere "Berlin" 89 -
Kerzu "All You Do Is Talk" (nullet) - -
"-" a ziskouez ar c'hanaouennoù ne dizhjont ket an hit-parade.

Oberennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.