Birmaneg
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr ar yezhoù burmek ar su eo ar birmaneg (ဗမာစာ bama sa) komzet gant tro-dro da 32 milion a dud en holl, en o zouez 21.553.000 den evel yezh kentañ (1986) e Myanmar (58.41% eus ar boblañs) dresit-holl.
Komzet e vez ar birmaneg ivez e Bangladech (231.000 den e 1993), Malaysia, Tailand hag gant ezvroidi er Stadoù-Unanet.
Ur yezh gant teir zonenn an hini eo.
Skrivet e vez gant un doare-skrivañ ispisial, ar skritur burmek.
Pemp rannyezh pennañ ez eus:
- Mergeg (mergui pe beik)
- Yawek (yaw)
- Danoueg (danu pe taruw)
- Palaoeg (palaw)
- Bomangeg (bomang): e Bangladesh