Bildu

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo Bildu

Bildu ("bodañ", "en em vodañ" en euskareg) zo un emglev strolladoù politikel euskarat eus an tu-kleiz a-du gant an dizalc'hiezh vroadel. Ennañ emañ ar strolladoù Eusko Alkartasuna, Alternatiba, Araba Bai ha tud all c'hoazh, lod anezho o tont eus ar strollad berzet Sortu. Savet e oa bet an emglev-se e miz Ebrel 2011, evit kemer perzh er votadeg evit kuzulioù kumunioù ha proviñsoù Euskadi ha Nafarroa e miz Mae 2011. Er votadeg evit Parlamant Kumuniezh Emren Euskadi dalc'het e miz Here 2012 en deus bet 25% eus ar mouezhioù ha tapet 21 sez, dre-se eo deuet da vezañ an eil strollad er Gumuniezh.