Bikini (dilhad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur bikini pa vez gwisket
Ne vez ket aotreet ar bikini e pep lec'h
C'hoari gwalc'hiñ kirri en bikini

Ar bikini n'eo ket un tamm dilhad, met daou bezh dilhad a vez gwisket gant ar merc'hed evit mont da gouronkañ.

Ar pezh douget war ar bruched a c'holo an divvronn hag a zo staget er c'hein, evel ur vrennidenn.

Ar pezh all a c'holo ar c'haol hag ar revr, evel ur bragoù-bihan ordinal.

Etre an daou bezh eo dizolo ar c'hein hag ar c'hof. Heñvel-vi eo an daou bezh eta ouzh dilhad-dindan ordinal ar merc'hed. Tud zo koulskoude o deus klasket bihanaat anezho muiañ ma c'hallent.

Klasket ez eus bet ober bikini eus dilhad paotred da neuial ivez met n'en deus ket graet berzh ar ger evit se.

Taolenn

Istor [kemmañ]

Gant Louis Réard e voe ijinet ar bikini ha kentañ ma voe diskouezet a voe e Paris d'ar 5 a viz Gouhere 1946 er poull-neuial Molitor, ha douget e oa gant Micheline Bernardini, un dañserez noazh brudet en amzer-se er c'h-Casino de Paris. Diskleriañ a reas en doa dibabet an anv bikini abalamour da Enez Bikini, a oa bet un darzhadenn nukleel warni 5 devezh a-raok, gant ar soñj, hag ar spi, e vije ken brudet an daou bezh dilhad hag ar vombezenn a oa nevez tarzhet.

Savet e oa bet gantañ ar frazenn-stur saoznek : "The bikini, first an-atomic bomb!"

Goulenn ur breved a reas Louis Réard evit diwall un ijinadenn a seblant bezañ bet anavet gant ar merc'hed en henamzer hervez a weler war livadurioù kozh.

Micheline Bernardini gwisket gant ar c'hentañ bikini.

N'eo ket un degemer mat a voe graet d'ar bikini en e amzerioù kentañ. Sevel en e enep a reas an holl ilizoù, ha berzet e voe e meur a vro.

Ret e voe gortoz un toullad bloavezhioù a-raok ma teuas diouzh ar c'hiz. E 1956 e voe gwelet Brigitte Bardot er film « Et Dieu… créa la femme » o tougen ur bikini e danvez vichy. Evel-just e klaskas ar merc'hed yaouank ober evelti. Skoazellet e voe ar vrud gant ar ganaouenn Itsy Bitsy Teenie Weenie Yellow Polka Dot Bikini, kanet gant Brian Hyland, a voe kanet e galleg gant Dalida, Brigitte Bardot, Johnny Halliday ha Richard Anthony (Itsy bitsy, petit Bikini) a veze skignet er skingomz a-hed an hañv.

E 1962 e reas berzh bras a-drugarez da Ursula Andress, a zouge ur bikini gwenn ha gleb gadalus er film « Dr. No » : sec'het e voe an daou damm dilhad ha gwerzhet en ti Christie's e 2001: nemet 41 250 lur sterling ne goustas d'ar prener. E 1966 e voe tro Raquel Welch da wiskañ ur bikini ragistorel e-barzh "One Million Years B.C.". War-lerc'h ez eus bet graet ivez filmoù skinwel evit diskouez an tamm danvez-se, evel re ar rummad Baywatch, gant Pamela Anderson.

Abaoe dibenn an XXvet kantved eo deuet da vezañ ur gwiskamant ordinal war an aod.

Doareoù all [kemmañ]

Ar bikini-sport a ra berzh war an traezh

E lec'hioù zo avat e vez gwelet muioc'h a verc'hed yaouank e monokini pe e string.

Ijinet e oa bet ivez un trikini ha ne reas ket berzh, hag un tankini a blij d'ar re a ra sport a-hervez.

Mikrokini [kemmañ]

Mikrokini. Kini-kenañ.

Ur mikrokini zo ivez, hogen diaes ober un tamm dilhad eus un draig ken dister.

Levr [kemmañ]

  • Kelly Bensimon : Le Bikini, des années 1950 à nos jours, éd. Assouline, juin 2006.


Skeudennoù [kemmañ]

Bikini a-vremañ... [kemmañ]

... ha bikini a-wechall [kemmañ]

Marelladurioù eus Villa Romana del Casale


Pennadoù kar [kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.