Big Comic Spirits

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Big Comic Spirits (japaneg : ビッグコミックスピリッツ) a zo ur magazin manga seinen sizhuniek embannet e Japan gant Shōgakukan. Ur magazin evit paotred 20–25 bloaz eo. Da Lun e vez embannet ha koustañ a ra 280 yen. An niverenn gentañ a zo bet embannet d'ar 14 a viz Here 1980. D'ar mare-se e oa ur magazin miziek. E miz Even 1980 e voe embannet div wech ar miz, ha sizhuniek e teuas da vezañ e miz Ebrel 1986. Ennañ e kaver istorioù diwar-benn ar boued, ar sportoù, an darempredoù karantez hag ar c'henwerzh. E 1996 e skrivas Frederik Schodt e veze lenent gant paotred 28 vloaz hag a labour e bed an argant hag a zebr e stalioù ma tebrer toazennoù ramen.[1] E 2008 e veze skignet ouzhpenn 300 000 skouerenn.[2] E 2009 e voe krouet ur magazin liammet ouzh Big Comic Spirits, anvet Monthly Big Comic Spirits.

Mangaoù a vez embannet e Big Comic Spirits er mare-mañ[kemmañ]

Mangakaed ha mangaoù bet embannet e-barzh Big Comic Spirits[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Frederik L. Schodt :Dreamland Japan: writings on modern manga, Stone Bridge Press, 1996 http://books.google.co.uk/books?id=Loug6sbKTvEC ISBN 188065623X
  2. Japan Magazine Publishers Association Magazine Data 2008.

Liamm diavaez[kemmañ]


Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.