Bianca de' Medici

Eus Wikipedia
Teir c'hoar Lorenzo de' Medici gant Benozzo Gozzoli, Cappella dei Magi, Palazzo Medici Riccardi e Firenze. Bianca e vije an hini e-kreiz, he c'hoar Nannina de' Medici a-drek, en tu kleiz, Maria en tu dehoù .

Bianca de' Medici (Firenze 14451505) a oa merc'h da Piero di Cosimo de' Medici, lesanvet il Gottoso, ha Lucrezia Tornabuoni; c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico ha Giuliano de' Medici e oa eta.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe e 1458 da Guglielmo de' Pazzi, eus un tiegezh uhel e Firenze. Tapet e voe Guglielmo, e 1478, en Irienn ar Re Pazzi, a-enep e vreudeur-gaer, Lorenzo ha Giuliano, met ne gemeras perzh ebet. Dre Vianca eo e c'hallas he zad-kaer, Francesco de' Pazzi, hag e vreur Jacopo de' Pazzi, klask ober o zaol dre ziv wech. Da gentañ da verenn e kenkiz Fiesole, met dihet e oa Giuliano ha ne deuas ket, ha ne voe graet netra. En deiz war-lerc'h avat, Sul Fask anezhi, e voe c'hoariet gant ar c'hontilli en iliz-veur Santa Maria del Fiore.

Giuliano a voe lazhet, Lorenzo a chomas bev, ha kriz e voe e zial.

Harluet e voe Guglielmo ha Bianca, goude ma n'o devoa ket kemeret perzh.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

15 bugel he doe. Eus ar re ganet en harlu n'ouzer ket nemeur a dra.

  1. Giovanna, dimezet da Tommaso Monaldi e 1471
  2. Contessina, dimezet da Giuliano Salviati e 1476
  3. Antonio (1462-1528), kannad, politikour, Gonfaloniere di Giustizia e 1521
  4. Antonio (1460) marvet en bugelig
  5. Alessandra, dimezet da Bartolomeo Buondelmonti e 1486
  6. Cosimo (1466-1513) Arcivescovo di Firenze adal 1508 betek e varv
  7. Piero (1468) marvet en bugelig
  8. Cosa, dimezet da Francesco di Luca Capponi
  9. Renato
  10. Lorenzo
  11. Luigia, dimezet da Folco di Edoardo Portinari e 1494
  12. Maddalena, dimezet da Ormanozzo Deti e 1497
  13. Alessandro (1483-1530), diplomat, lenneg, troet gant ar gregach
  14. Lucrezia, dimezet da un Cattani de Diacceto ha goude da ur Martelli (1500)
  15. Giuliano (1486-1517), doktor war al lezenn, abad ha chaloni er Metropolitana di Firenze

Poltredoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bianca de' Medici e vije an ael en tu kleiz, livet gant Sandro Botticelli, Madonna del Magnificat, Uffizi, 1481

Daou boltred a enever anezhi pa oa yaouankik: