Biñs

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur pennad biñs (skalier) zo ivez.
biñsoù a bep seurt stumm hag a bep seurt ment zo hervez an ezhommoù.

Ar biñsoù zo benvegoù pe ardivinkoù a bep seurt. Emañ da skouer ar biñsoù da stagañ pezhioù a bep seurt, biñsoù Arc'himedes a dalvez da gas danvezioù greunennek pe poultrennek, hag evit bangounellat liñvennoù, (da skouer : biñs greun), ar biñsoù gant bouloùigoù, ar biñsoù a dalvez da dreuzfurmiñ ar fiñvoù a vez implijet en un doare dinamek da dreuzfurmiñ, etrezek un tu pe egile, ur fiñv-tro en ur fiñv treuzlatañ pe ur c'houbl e striv ahelek, ar biñsoù-rod a vez implijet gant rodoù dantek, da sevel rodaouegoù.

Biñsoù disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

biñsoù da stagañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

biñsoù-rod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Biñsoù a implij ur liñvenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brastres ur viñs a implij ur liñvenn

Ar biñsoù-se a dreuzfurm un energiezh vekanikel endalc'het en ur liñvenn en un energiezh vekanikel dre dreuzlatañ.

Meur a seurt biñs a zo. Sed aze un nebeud skouerioù :

  • reoù simpl efed gant ur mugul c'hougediañ. Ar viñs a ziskenn gant un nerzh diavaez.
  • reoù doubl efed
  • reoù doubl efed daou tuek.
  • reoù simpl efed teleskopek gant meur a vazh eus ar memes tu.
  • reoù daou efed teleskopek gant meur a vazh eus ar memes tu.

Biñsoù tredan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavet e vez un nebeud gwiñsoù tredan ac'h a en-dro gant ur c'heflusker a laka ar viñs-rod da dreiñ, dezhe ur vazh pe get.

Ar liñvennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a liñvenn a c'hall bezañ implijet : liñvennoù e c'heller gwaskan ( gaz, aer...) pe liñvennoù na c'heller ket gwaskañ ( dour, eoul...)