Bhatarsaigh
Eus Wikipedia
Bhatarsaigh (distaget [vaʰt̪əɾs̪aj]), pe Vatersay e saozneg, zo un enezenn stok ouzh Enez Barraigh, en Inizi Gall, e Bro-Skos, hag anv keriadenn nemeti an enezenn. Stag eo ouzh Barra gant ur chaoser echuet e 1991.[1] Pa vez izel ar mor eo stag ouzh Uineasan ivez er reter.
Ar c'hornôkañ lec'h poblet e Skos eo. Theiseabhal Mòr eo al lec'h uhelañ gant 190 m. 94 den a oa o chom enni e 2001.
Loened [kemmañ]
Dourgon ha kerc'heized zo en enezenn. Bonnie Prince Charlie's flower ( Ar beunioù Calystegia soldanella, a vije deuet diwar had skoet gant Bonnie Prince Charlie ne vezont gwelet nemet e Bhatarsaigh hag Eriskay.
Peñse [kemmañ]
E miz Gwengolo 1853 e c'hoarvezas peñse glac'harus al lestr Annie Jane, un teirgwern hag a oa o vont eus Liverpool da Montreal.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- ↑ Undiscovered Vatersay. Isle of Barra. Kavet d'an 2008-11-06.
- Lec'hienn ouezelek ar strollad sonerien The Vatersay Boys (ne oa nemet saozneg enni e sizhunvezh diwezhañ ar bloavezhh 2008, met un toullad skeudennoù brav a oa evel-kent)
- Panorama of the West Bay on Vatersay (Annie Jane burial cairn and monument) (QuickTime required)