Besti flokkurinn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Besti flokkurinn (islandeg a dalvez ar strollad gwellañ) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 2009 gant Jón Gnarr.

Jón Gnarr eo a zo krouer ha prezidant ar strollad, hag en e benn e voe ivez da vare dilennadeg 2010. Gant izili ar strollad e voe embannet e savent o strollad d'ober goap ouzh ar strolladoù politikel all. E-touez kinnigoù diazez ar strollad e kaver :

  • Paouez gant ar breinadur
  • Kevatalded
  • Demokratelezh wirion
  • Beajoù karr-boutin digoust evit ar studierien hag ar re baour
  • emgavioù digoust gant dantourien evit ar vugale hag ar re baour
  • Neuiñ ha serviedennoù digoust evit an holl
  • Reiñ muioc'h a bouez d'ar maouezed ha d'ar re gozh [1]

Dilennadeg 2010[kemmañ]

Ar strollad a ginnigas danvez-dileuridi evit ar wech kentañ da-geñver dilennadeg Reykjavík e 2010. Kinnig a rae, e-touez traoù all, servidennoù digoust en holl boulloù-neuiñ ar gêr, un arzh gwenn e zoo ar gêr, ur park-dudi Disneyland e Vatnsmýri (aerborzh Reykjavík) ha tamm dramm ebet ken en Althing a-benn 2020. Trec'h e voe gant 34,7% (6 dileuriad diwar 15) eus ar mouezhioù (Strollad ar frankiz a dapas kaout 33,6%). [2] Jón Gnarr eo a vo lakaet da vaer, goude un emglve gant an Emglev sokial-demokrat.[3][4][2]

Notennoù[kemmañ]

  1. http://www.ravingravens.com/blog/2010/05/icelandic-politics-just-a-bad-joke.html |Icelandic Politics - Just a Bad Joke?Raving Ravens
  2. 2,0 2,1 http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/10194757.stm%7Ctitle=Best Party wins polls in Iceland's Reykjavik, BBC, 30 a viz Mae 2010
  3. http://www.mbl.is/mm/frettir/innlent/2010/05/17/besti_flokkurinn_staerstur_i_reykjavik/ Besti flokkurinn stærstur í Reykjavík|date=17 a viz Mae 2010 Morgunblaðið
  4. http://www.kosning.is/sveitarstjornarkosningar/ Kosningavefur Dómsmálaráðuneytisins Icelandic Ministry of Justice


Liammoù diavaez[kemmañ]