Bertha Bourgogn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eskumunidigezh Roperzh an Deol gant Jean-Paul Laurens, Mirdi Orsay. Berta an hini zo livet en e gichen.

Berta pe Bertha Bourgogn (964-1010) , a oa merc'h da roue Bourgogn, Konrad III, ha d'e bried Matilda Bro-C'hall (943-27 a viz Genver 992), ha honnezh a oa merc'h d'ar roue frank Loeiz IV ha d'e bried Gerberga Saks .

Dimeziñ a reas e 983 da Odo Iañ (Eudes e galleg), kont Bleaz, ha tri bugel o devoe, en o zouez ur mab Odo, a voe Odo II, kont Bleaz war-lerc'h e dad .

He c'henderv Roperzh II, roue Bro-C'hall (kenroue gant e dad Huon Capet), lesanvet Roperzh an Deol, a orgedas outi neuze. Dimezet e oa ar roue, ha kas kuit a reas e wreg kentañ, Rozala Provañs, a oa kalz koshoc'h egetañ.

Pa varvas Odo Iañ e 996, e fellas da Roperzh dimeziñ d'e intañvez Bertha, met e dad a zifennas ober an eured, war zigarez e vije bet kenwadelezh. Ouzhpenn-se e oa paeron da unan eus bugale Bertha. Pa varvas Huon e miz Here 996 e voe dimezet an daou zen yaouank gant Archambaud de Sully, arc'heskob Teurgn. 26 vloaz e oa Roperzh, 22 e oa Bertha.

Kement-se ne blijas ket d'ar pab Gregor V, en doa enebet ouzh an eured, hag eskumunuget e voe Roperzh an Deol hag e wreg gant ar pab neuze, un dra galet d'un den deol.

Dre ma nac'hent plegañ d'ar pab e voe taolet an anaoue warno. Neuze e krogas ar bobl da sevel enep dezho. Ouzhpenn-se n'halle ket Bertha kaout bugale ken (ur bugel a varvas diganto e 999), abalamour d'ar genwadelezh-se. Divab e oa ar roue, distabilaet ar rouantelezh.

Neuze ec'h asantas Roperzh d'an dizimeziñ a voe graet gant ar pab Jelvestr II er bloavezh 1000. Setu ma timezas neuze gant Konstanza Arle e 1003 evit kaout un hêr.

N'eo ket evit se e paouezas an daou amourouz d'en em zaremprediñ. Goulenn a rejont digant ar pab dizober an dimeziñ-se, dre ma oa kriz ha pizh Konstanza Arle a-hervez, met aner e voe.

Mervel a eure dizimez en 1010, pa oa en he 46 bloaz, pe marteze diwezhatoc'h, e 1031. Er bloavezh-se e varvas Roperzh II ivez.