Berry (proviñs)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambig colour.svg Evit sterioù all an anv, gwelit ar pennad digejañ Berry.

Skoed ar Berry
Lec'h ar Berry a-douez proviñsoù ar Frañs.

Ar Berry (galleg: Berry) a zo ur proviñs kozh hag ur vro hengounel e-kreiz Bro-C'hall. Bourjez eo ar gêr-benn. Ar pep brasañ eus ar proviñs a zo rannet bremañ etre departamantoù ar Cher hag an Indre. Emañ orin ar vro en tiriad annezet gwechall gant ar bobl gelt Bituriges. Dont a ra an anv "Berry", koulz ha hini "Bourges", eus an anv diwezhañ-se.

Eus ar proviñs d'an departamantoù[kemmañ]

E 1790 eo dispennet proviñsoù kozh Rouantelezh Frañs ha savet departamantoù en o lec'h. Rannet eo ar Berry etre ar Cher, gant Bourjez da bennlec'h, hag an Indre (departamant) gant Châteauroux da bennlec'h. Un nebeud kumunioù a zo staget ouzh al Loir-et-Cher, reoù all ouzh al Loiret ha hiniennoù ouzh ar C'hreuse hag an Allier.

Kartenn Berry rannet etre an departamantoù.

Pennadoù kar[kemmañ]