Berrloer

Eus Wikipedia
Berrloeroù goullo
Berrloeroù ha treid enne.
Berrloer e stamm.
Penaos derc'hel al loeroù.
Ki berrloeret

Ur verrloer zo ur seurt dilhad graet da wiskañ an troad, an ufern, ha lodenn izelañ ar c'har. Pep a verrloer a vez lakaet war an daoudroad. En ur re loeroù eo heñvel an troad kleiz hag an troad dehoù. . Douget e vez al loeroù e-barzh botoù.

Ganto ouzhpenn-se e klasker:

  • aesaat d'an troad e-barzh ur votez
  • tommañ an troad
  • derc'hel an troad naet
  • dastum an dour-c'hwezh

Tud zo a gav ivez a bouez bezañ diouzh ar c'hiz.

Dour-c'hwezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontañ a reer 250,000 gwagrenn c'hwezhañ en treid hag e ver ur 1/4 litrad c'hwezh anezho bemdez[1] Gant al loeroù e vez dastumet ar c'hwezh ha ne chom ket er botoù[2]. Pa vez yen e c'haller tennañ al loeroù hag ar mouested war un dro hag evel-se digreskiñ an dañjer da skornañ an treid.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berrloer kotoñs eus an XIIvet kantved kavet en Egipt, graet en India, a greder. Kroget e voe al labour dre ar biz tev, da sevel gant ar c'har. Ar seul a voe graet da ziwezhañ, ha staget goude. Evel-se e veze aes lakaat ur seul all pa veze drailhet.

Oberiañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant meur a zanvez e vez graet ar berrloeroù: kotoñs, niloñs, gloan, poliester, akrilik, .


Loereier a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berrloereier gant bizied.

Graet e vez berrloereier a bep seurt ment. Darn a sav betek an ufern, re all betek ar c'hof-gar. Darn a vez da zougen bemdez, re all evit sportoù.

Mezh ar berrloeroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo, krennarded peurvuiañ, a fell dezho kuzhat o berrloeroù, evel pa vijent dilhad dizenorus pe vezhus. Neuze seul verroc'h seul welloc'h: klask a reont reiñ da grediñ d'ar re a daolfe pled ouzh seurt traoù ne wiskont ket a verrloeroù.

Kement-se a deufe eus ar soñj eo pe cheuc'h (fallat tra) pe giz kozh ar berrloeroù. Hervez tud zo int dilhad stag ouzh al lifreoù-skol (met n'eus ket anezho e Breizh), pe ouzh doareoù merc'hed, ur merk a wander er bed kriz-mañ. Koulskoude ne seblantket ur merk a wander loereier ar c'hoarierien rugbi, met e-lec'h ma vez kaoz a c'hiz ne vez ket a lec'h d'ar poell.

Dantelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berrloer e dantelezh du

Tud all er c'hontrol a blij dezho lakaat berrloeroù dantelezh, ha diskouez anezho.

Ment ar berrloeroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Berrloeroù gwenn a dap betek an daoulin. E Breizh-Veur e vezont gwisket gant lifreoù-skol.

Sock sizes can vary from 8.5 - 11.5[3]. Berrloeroù zo ne dapont ket uheloc'h eget an daouufern, re all petek ar penn-glin. Ar re a dap uheloc'h a zo loeroù.


Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]