Berr-tre (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen berr-tre (saoz.: Extra-short) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur fonenn, peurliesañ ur vogalenn distaget berroc'h evit boaz.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e vez merket dre skrivañ ur sin diakritek ispisial anvet "breve" a-us d'an arouezenn bennañ, da skouer, [ă].

A-wezhoù e vez implijet an hevelep sin a-us d'ur vogalenn evit merkañ ar fed m'az eus ur vogalenn nann-silabennek anezhi en ur c'hoût e rank bezañ skrivet dindan an arouezenn bennañ gant an implij-se hervez reolennoù ofisiel al LFE, da skouer, [aɪ̯].

Da diwall zo ivez rak implijet e vez ivez a-wezhoù ar breve evit merkañ kensonennoù dre stlakat hep arouezennoù ispisial, da skouer <w̆>, <v̆> ha <ʟ̆>.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]