Berlin ar Reter

Eus Wikipedia
Takadoù aloubiñ Berlin goude an Eil Brezel-bed. E ruz emañ Berlin ar Reter
Banniel Berlin ar Reter
Skoed-ardamez Berlin ar Reter

Berlin ar Reter (alamaneg : Ost-Berlin) a oa anv lodenn reter Berlin etre 1949 ha 1990. Klotañ a rae gant takad aloubiñ ar Soviediz evel ma oa bet savet e 1945, da lavaret eo 45,6 % eus gorread kêr. An tri zakad all (hini an Amerikaned, hini ar Saozon ha hini ar C'hallaoued) a yae d'ober Berlin ar C'hornôg, hag a oa un enklozadur eus BRD en Alamagn ar Reter. E 1989 e oa 409 km² gorread Berlin ar Reter, hag 1 279 212 annezad a oa enni (stankter : 3 127, 7 annezad/km²). Pa voe krouet DDR d'ar 7 a viz Here 1949 e voe lakaet Berlin ar Reter da gêr-benn, hag e 1952 e teuas da vezañ unan eus ar 15 Bezirke (distrigoù) aozet gant ar gouarnamant da gemer plas ar 5 Land a oa a-raok. Etre an 13 a viz Eost 1961 hag an 9 a viz Du 1989 e voe dispartiet Berlin ar Reter diouzh Berlin ar C'hornôg gant Moger Berlin. Gant gouarnamant DDR e veze anvet "Berlin" pe "Berlin, Hauptstadt der DDR" (Berlin, kêr-benn DDR). Lavaret e veze ivez "Takad demokratel" betek ar bloavezhioù 1960.

Melestradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok unvanidigezh Alamagn (3 a viz Here 1990) e veze rannet Berlin ar Reter en 11 distrig :

Distrigoù Berlin ar Reter e 1990
Marx-Engels-Platz ha Palast der Republik e Berlin ar Reter e 1989. Fernsehturm a weler a-dreñv

Komandanted (Soviediz hag Alamaned ar reter) Berlin ar Reter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[1]
Arme
Amzer-kefridi
Nikolay Berzarin GSSD 2 a viz Mae 1945 – 16 a viz Even 1945
Aleksandr Gorbatov GSSD 17 a viz Even 1945 – 19 a viz Du 1945
Dimitry Smirnov GSSD 19 a viz Du 1945 – 1añ a viz Ebrel 1946
Aleksandr Kotikov GSSD 1añ a viz Ebrel 1946 – 7 a viz Even 1950
Sergey Dienghin GSSD 7 a viz Even 1950 – miz Ebrel 1953
Pavel Dibrova GSSD miz Ebrel 1953 – 23 a viz Even 1956
Andrey Chamov GSSD 28 a viz Even 1956 – 26 a viz C'hwevrer 1958
Nikolay Zakharov GSSD 26 a viz C'hwevrer 1958 – 9 a viz Mae 1961
Andrey Soloviev GSSD 9 a viz Mae 1961 – 22 a viz Eot 1962
Helmut Poppe NVA 22 a viz Eost 1962 – 31 a viz Mae 1971
Artur Kunath NVA 1añ a viz Even 1971 – 31 a viz Eost 1978
Karl-Heinz Drews NVA 1añ a viz Gwengolo 1978 – 31 a viz Kerzu 1988
Wolfgang Dombrowski NVA 1añ a viz Genver 1989 – 30 a viz Gwengolo 1990
Detlef Wendorf NVA 1añ a viz Here 1990 – 2 a viz Here 1990

Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deiziad Niver a annezidi
29 aviz Here 1946 1 174 582
31 a viz Eost 1950 1 189 074
31 a viz Kerzu 1955 1 139 864
31 a viz Kerzu 1960 1 071 775
31 a viz Kerzu 1961 1 055 283
31 a viz Kerzu 1964 1 070 731
Deiziad Niver a annezidi
1añ a viz Genver 1971 1 086 374
31 a viz Kerzu 1975 1 098 174
31 a viz Kerzu 1981 1 162 305
31 a viz Kerzu 1985 1 215 586
31 a viz Kerzu 1988 1 284 535
31 a viz Kerzu 1989 1 279 212

Skeudennoù eus Berlin ar Reter[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.worldstatesmen.org/German_States1918.htm#Soviet Commandants of Berlin Soviet Zone, World Statesmen.org


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.