Berlin-Mitte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Berlin-Mitte


Mitte (alamaneg a dalvez kreiz) a zo ur c’harter (Ortsteil) eus Berlin. Heñvelstumm eo anv an arondisamant. 10,7 km² eo gorread Mitte. E 2009 e oa ennañ 79 582 annezad.

Lec'hiadur Mitte en arondisamant

E- kreiz karterioù istorel Berlin emañ Mitte. Pa oa rannet Alamagn e oa Mitte eus tu ar reter. E 2001 eo bet kendeuzet gant daou garter all, Tiergarten ha Wedding (an daou anezho a oa eus tu ar c’hornôg). E Mitte e c’haller gwelout savadurioù arouezius eus DDR (Alexanderplatz, Fernsehturm, Palast der Republik). Hag ivez bali Unter den Linden, hag a gas betek Brandenburger Tor hag ar c’hañsellerdi. Brudet eo ivez Mitte peogwir e kaver ennañ ar Museumsinsel (Enezenn ar mirdioù), enni lod brasañ mirdioù pouezusañ Berlin, evel ar Bode Museum, hag ar Berliner Dom (iliz-veur). E Mitte emañ ivez skwat brudetañ Berlin, anvet Tacheles. Ur savadur 5 estaj eo, ul lodenn a zo bet nevesaet. Ur stal vras a oa, bet savet e 1920. Tro-dro d’ar savadur ez eus ul liorzh, enni delwennoù. Stank eo an douristed a ya da weladenniñ Tacheles hag ar stalioù arzourien a gaver ennañ.

Isrannoù[kemmañ]

Isrannoù Mitte

Rannet eo Mitte e 13 "Stadtviertel" (karterioù bihanoc’h) :

  • Altkölln (Spreeinsel)
  • Altberlin (gant Nikolaiviertel)
  • Friedrichswerder
  • Neukölln am Wasser
  • Dorotheenstadt
  • Friedrichstadt
  • Luisenstadt
  • Stralauer Vorstadt (gant Königsstadt)
  • Alexanderplatz
  • Spandauer Vorstadt (gant Scheunenviertel)
  • Friedrich-Wilhelm-Stadt
  • Oranienburger Vorstadt
  • Rosenthaler Vorstadt

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.