Berengaria Navarra
Berengaria Navarra , pe Berenguela e spagnoleg (1163-1230), a oa merc'h henañ Sancho VI, roue Navarra, lesanvet « ar Fur », hag e wreg Sancha Kastilha. Merc'h-vihan e oa da Alfonso VII Leon ha Berenguela Barcelona.
Taolenn |
He dimeziñ [kemmañ]
Dimeziñ a reas da Richarzh Iañ Kalon-leon e 1191. Rouanez Bro-Saoz e oa, met gwech ebet ne lakaas he zroad er vro-se.
Ne ouzer ket gwall dra diwar-benn he buhez. Marteze en em gavas gant Richarzh, meur a vloaz a-raok an eured, ha skrivet ez eus bet gant tud hec'h amzer e oant hoalet an eil gant egile. En XXvet kantved avat ez eus bet istorourien o kontañ e oa troet Richarzh gant breur Berengaria kentoc'h, an danvez roue Sancho VII.
Alys [kemmañ]
A-raok dezhi e oa bet dimezet Richarzh (hep eured) d'ar briñsez Alys, kontez Vexin, c'hoar d'ar roue gall Fulup II. Alys avat a zeuas da vout serc'h tad Richarzh, ar roue saoz Herri II, ha marteze mamm bugel bastard Herri. Dibosubl e oa deuet an eured da vezañ, abalamour d'ar reolennoù relijiel.
Lennegezh [kemmañ]
Kaoz anezhi zo e meur a romant istorel:
- The Passionate Brood, gant Margaret Campbell Barnes
- The Heart Of The Lion, gant Jean Plaidy
- Queen Without a Country, gant Rachel Bard
- My Lord Brother the Lionheart, gantMolly Costain Haycraft
- Shield of Three Lions and Banners of Gold, gant Pamela Kaufman
- The Lute Player' ', gantNorah Lofts
- Standard of Honor' ', gant Jack Whyte
- Wyrd' ', gant Sue Gough
Lennadurezh [kemmañ]
- Jean Favier, Les Plantagenêts. Origine et destin d'un empire, éd. Fayard, Paris, 2004.
- Martin Aurell, L'empire des Plantagenêt, 1154-1224, éd. Perrin, coll. Tempus, 2003.
- François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.
References [kemmañ]
- Ann Trindade, Berengaria: In Search of Richard's Queen (ISBN 1-85182-434-0) (1999). [1]
| En e raok Eleanor of Aquitaine |
Queen Consort of England 12 May 1191 – 6 April 1199 |
War e lerc'h Isabella of Angoulême |