Benjamin Constant

Eus Wikipedia
Benjamin Constant

Benjamin Constant de Rebecque a oa bet ganet e Lausanne d'ar 25 a viz Here 1767 ha marvet e Pariz d'an 8 a viz Kerzu 1830.

Ur politikour hag ur skrivagnour gall-ha-suisat.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur familh protestant e oa ganet, e Lausanne hag aet eo war ar studi e Skol-Veur Nuremberg, er Bavier, ha da c'houde e Bro-Skos e skol-veur Edimbourg. Al lodenn vrasañ eus e vuhez en deus tremenet e Frañs, Suis hag e Breizh-Veur.

Bevet en doa gant Germaine de Staël etre 1794 ha 1810. Oberiant-kenañ eo bet en eil lodenn eus an Dispac'h gall ha da c'houde dindan ar Restauration gall.

Bet eo bet kannad Sarthe e 1819, Pariz e 1824 ha Strasbourg e 1827. E penn an tu-enep frankizour a-gleiz eo bet. Helavar-kenañ e oa e Bodadeg vroadel Frañs.

Goude taol-stad an 18 brumaire e savas a-enep da Napoleon Bonaparte. D'ar 7 a viz Genver 1800 e e savas e vouezh en Tribunat evit diskar ar "reizhad hollc'halloudek a zo o tont".

E 1817 e savas evit Wilfrid Regnault, bet kondaonet d'ar marv d'an 29 a viz Eost 1817. Da-heul e zaou lizher da Odilon Barrot e voe kondaonet hemañ da 20 vloaz toull-bac'h "nemetken".

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur frankizour e oa, awenet gant prederouriezh bro-Soaz muioc'h eget gant hini henRoma evit a sell ouzh e soñjoù war ar frankiz er c'hevredigezhioù kenwerzhel.

Un diforc'h a rae e gwirionez etre « Frankiz ar re gozh » hag hini « Ar re vodern ».

An hini gentañ a roe an tu da bep keodedour da levezoniñ ar politikerezh war-eeun, dre an divizoù hag ar votadegoù en ur vodadeg foran. Ur gwir vec'h e oa ar geodouriezh d'ar c'houlz-se hag un dle evit ar geodeourien rak dleout a reont kemer perzh da vat en divizoù politikel. Ur gevredigezh diazezet war ar sklaverezh a veze ret evit se rak disammet e oa ar geodedourien diouzh al labour gant ar sklaved a-benn kaout amzer a-walc'h da gemer perzh en divizoù. Ouzhpenn-se e oa ret kaout kevredigezhioù bihan ha tud heñvel a-walc'h rak mod all ne veze ket aes d'an dud en em vodañ er memes lec'h, ingal, evit divizout etrezo.

« Frankiz ar re vodern » avat zo diazezet war ar frankizoù sivil, al lezennoù hag ar bevennoù da c'halloud ar Stad. N'eo ket dav d'ar geodedourien kemer perzh war-eeun er politikerezh, evit an darn vrasañ anezho atav. Ret eo rak kalz brasoc'h eo seurt kevredigezhioù. Ret eo ivez abalamour da c'hanedigezh ur gevredigezh kenwerzhel, hep sklaved ha neuze eo ret d'an dud gounit o bara dre o labour. E seurt kevredigezhioù e vez dilennet kannaded pe dileuridi, a ziviz en ur parlamant war anv ar geodedourien a zo disammet diouzh bec'h ar c'hendivizout.

Erfin e kave da Constant e oa talvoudusoc'h ar c'henwerzh eget ar brezel er bed modern. Rak se e oa a-enep Napoleon peogwir ne oa ket tu da sevel kevredigezhioù modern dre an nerzh er mod-se.

Dre frankiz ar re gozh e vefe kaset an dud d'ar brezel mod pe vod padal e vefent kasent d'ar peoc'h gant frankiz ar re vodern.


Esaeoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • De la force du gouvernement actuel de la France et de la nécessité de s'y rallier (1796)
  • Des réactions politiques (1797)
  • Des effets de la Terreur (1797)
  • Fragments d'un ouvrage abandonné sur la possibilité d'une constitution républicaine dans un grand pays (oberenn skrivet moarvat etre 1795 ha 1810)
  • De l'esprit de conquête et de l'usurpation dans leurs rapports avec la civilisation européenne (1814)
  • Réflexions sur les constitutions, la distribution des pouvoirs et les garanties dans une monarchie constitutionnelle (1814)
  • Mémoires sur les Cent-Jours
  • Cours de politique constitutionnelle (1818-1820)
  • « De la liberté des Anciens comparée à celle des Modernes » (prezegenn graet e 1819)
  • De la religion considérée dans sa source, ses formes et son développement (1824-1830)
  • Appel aux Nations chrétiennes en faveur des Grecs. (1825)
  • Mélanges de littérature et de politique (1829)
  • Du polythéisme romain considéré dans ses rapports avec la philosophie grecque et la religion chrétienne (1833)
  • Principes de politique applicables à tous les gouvernements représentatifs(1815)

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]