Beauce

Eus Wikipedia
Gwel eus ar Beauce.

Ar Beauce a zo ur vroig eus kreiz Bro-C'hall, strujus-kenañ, ma vez gounezet kalz a edeier. Er mervent da Bariz emañ, ha war-dro 660 000 hektar a zo dindani. Al lodenn vrasañ a zo en departamantoù an Eure-et-Loir hag al Loir-et-Cher. Ur blaenenn digoad eo, gouestlet d'ar gounezerezh. A-bell e c'haller gwelet stumm iliz-veur Chartrez.

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Meven Mordiern e vije deuet an anv diouzh hini ar 'hoad meur a oa eno, Koad Belisa. Treiñ a ra Belisa gant Belez hag ar Beauce gant Bro-Velez[1].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. SAV, 27, 1943, p. 11.