Bazhvalaniñ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar jubenniñ pe bazhvalaniñ, pe ober ar jubenn pe bazhvalan (eus ar gerioù bazh ha balan), eo lakaat daou zen d'en em anavezout evit ma c'hallfent dimeziñ.

Er gevredigezh kozh war ar maez e veze graet ar jubenn gant ar person pe gant ar c'hemener, evel en danevell Ar Goulenn eured, gant Jakez Riou.

Dimeziñ dre jubenn[kemmañ]

An dimezioù a veze graet dre jubenn alies e-touez an tiegezhioù uhel hervez an ezhommoù politikel. An tad a varc'hatae, hag a zivize, hag ar mab pe ar verc'h a sente.

A-wechoù e vez kaoz da zimeziñ unan kozh, ur gwaz pinvidik peurliesañ, intañv alies, gant unan yaouank paouroc'h.

A-wechoù e komzer eus jubenniñ ivez diwar-benn micher an houlier, met hennezh ne ra ket war-dro dimeziñ an dud.

Lennegezh[kemmañ]