Barzaz ha Soniou evit ar vugale
Neuz
Barzaz ha Soniou evit ar vugale zo ul levrig brezhonek gant Paotr Treoure e 1935.
Deiziad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e oa gant ar Presse Libérale, e Brest (4, rue du Château) e 1935, met n'eus bloavezh ebet merket warnañ.
Danvez al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ennañ e kaver :
- un tamm rakskrid gallek sinet "E. R.",
- fablennoù diwar La Fontaine, niverennet eus 1 da 22,
- soniou, 7 anezho : Gwir Vretouned, O Breiz-Izel, Hirvoudou, Va zi bihan, An daou varz sinet "Le Page", Kousk Breiz-Izel sinet "J. Maréchal", Bro goz ma zadou gant Taldir, ("paroles de Taldir") ;
- Fablennoù "nevez", 6 anezho.
Adembannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anaout a reer ivez "Mojennou ha Soniou" (Imprimerie Centrale de Bretagne, Rennes, hep bloavezh), adembannadur kresket eus al levr kentañ, graet war-lerc'h an Eil Brezel-bed, ennañ ur rakskrid gant ar chaloni Frañsez Falc'hun. Darn eus ar skridoù a voe implijet gant Radio-Kimerc'h.
- Un adembannadur all, anvet Mojennou a zo bet e 1981 gant Brud Nevez.