Barrennig-stagañ

Eus Wikipedia

Ar varrennig-stagañ zo un arouez a lakaer etre daou c'her evit o stagañ. E brezhoneg e vez implijet stank.

Taol-mouezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvoudus ar varrennig-stagañ da c'houzout pelec'h e vez lakaet an taol-mouezh, pa ouzer e rank kouezhañ, hervez ar reolenn, war eil silabenn diwezhañ ar ger diwezhañ. Kement-se a zo splann e-barzh fest-noz, skol-veur, tad-kozh.

Met ne vez ket lakaet an doare-skrivañ da blegañ d'an distagadur peurvuiañ, a-hend-all e vije skrivet

  • de-mat e-lec'h demat,
  • diouzh-tu e-lec'h diouzhtu,
  • hanter-noz e-lec'h hanternoz,
  • ouzh-penn e-lec'h ouzhpenn,
  • rak-tal e-lec'h raktal, hag all.

Gerioù kevrennek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez ur varrennig-stagañ:

  • en araogennoù kevrennek: a-berzh, e-barzh, e-kreiz, da-heul, diwar-benn, war-dro,
    • met en un doare iskis ne vez ket lakaet e-barzh araogennoù kevrennek zo (nemet gant un nebeudig skrivagnerien) pa vez skrivet da di, eus perzh
    • da-di a vez skrivet gant Jules Gros
  • en adverboù: a-wechoù, e-leizh,
    • koulskoude e vez skrivet raktal, ouzhpenn
  • en anvioù-gwan savet gant daou c'her:
    • mat-tre, fall-kenañ, gleb-teil,
  • er gerioù savet war ar patrom treiñ-distreiñ
    • verboù: kas-degas, mont-dont
    • anvioù-gwan: kamm-digamm, ruilh-diruilh
  • en niveriñ, daou warn-ugent ha daou-ugent
    • e Yezhadur bras ar brezhoneg (pajenn 264) e kaver daou-c'hant, naontek-kant, ha tri mil. Marteze n'eus ket ezhomm da lakaat barrennig-stagañ ebet aze.

En anvioù divoutin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En anvioù-lec'h zo, savet gant daou c'her: Aber-Ac'h, Bro-Gembre, Sant-Yann, Kastell-Paol.

Koulskoude e vez skrivet

E saozneg ne vez ket implijet ar varrennig-stagañ kemend-all (New Zealand, St Ives), ha tud zo a gav gante eo mont da-heul an doare gallek, ha mont re bell ha pelloc'h c'hoazh: n'eus barrennig-stagañ ebet e-barzh Pays de Nantes pa vez lakaet unan e Bro-Naoned.

Lemel ar varrennig-stagañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez lamet ar varrennig-stagañ.

  • a-raok, met araokañ
  • e-barzh met ebarzhañ...

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Barrennig-stagañ er
wikeriadur, ar geriadur frank.