Barneveldse Krant

Eus Wikipedia

Barneveldse Krant ("Kazetenn Barneveld") zo ur gazetenn nederlandat dizalc'h bet krouet d'ar 7 a viz Here 1871.
C'hwec'h gwech ar sizhun e vez moullet, da Yaou e kaver kalz bruderezh enni ha da Sadorn e kaver pajennadoù ispisial.

Koninklijke Barneveldse Drukkerij en Uitgeverij ("Ti-moullañ Roueel hag Embanner Barneveld") e Barneveld (Gelderland) eo anv an ti-moullañ. E 2009 e veze moullet e-tro 11 000 skouerenn bewech ma teue er-maez. Ur vent tabloid zo gant ar gazetenn abaoe an 2 a viz Gwengolo 2005.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.