Barbuda

Eus Wikipedia

Barbuda zo un enezenn vihan er Mor Karib, hag unan eus inizi Antigua-ha-Barbuda, en hanternoz da Antigua, e-kreiz an Antilhez Bihanañ. Er c'hreisteiz dezhi emañ Enez Montserrat ha Gwadloup, hag en hanternoz Nevis, Saint Kitts, Saint-Barthélemy, hag Enez Sant-Martin. Emañ an darn vrasañ eus ar 1 500 a dud o chom e Codrington (1 100 a dud). Un aerborzh zo e Codrington.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Siboney eo a voe kentañ annezidi Barbuda en -2400. An Arawaked hag an Indianed karib a dude an enezenn pa zegouezhas Kristol Goulm e 1493. Goude-se e teuas ar Spagnoled, ar C'hallaoued, hag ar Saozon adal 1667.


Banniel Antigua-ha-Barbuda Parrezioù Antigua-ha-Barbuda Banniel Antigua-ha-Barbuda

Parrezioù Enez Antigua : Saint-George | Saint-John | Saint-Mary | Saint-Paul | Saint-Peter | Saint-Philip
Douaroù stag: Barbuda | Redonda