Barbara Zápolya

Eus Wikipedia
Skoed Barbara Zápolya
Barbara Zápolya

Barbara Zápolya (Trenčín, Rouantelezh Hungaria, 1495Kraków, 2 a viz Here 1515) a oa merc'h da Stefan Zápolya, un Hungariad a lignez uhel, ha da Hedwig Cieszyn, ur briñsez polonat. C'hoar e oa d'ar gontez Krisztina Zápolya de Szepes (1464-1526), da János Szapolyai (1487-1540), a voe roue Hungaria, ha d'ar c'hont György Zápolya (1488-1526[1]).

Pried kentañ Sigismund Iañ an Henañ (1467-1548), roue Polonia ha dug-meur Lituania e voe d'an 8 a viz C'hwevrer 1512.

Div verc'h o devoe :

En he 20 vloaz e oa Barbara Zápolya pa varvas diwar un taol-gwad, tri miz goude ganedigezh Anna Jagiellon. Beziet e voe er chapel a voe lakaet sevel gant Sigismund, stok ouzh iliz-beur Wawel Kraków.

E 1518 ez addimezas ar roue intañv d'ur briñsez italian, Bona Sforza (1494-1557).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Aet diwar wel en Emgann Mohács, Hungaria, 29 a viz Eost 1526